Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Yer-Indez en un atant
Yer-Indez en un atant © Radio France - Jean-Pierre Filatriau

Les informations en langue bretonne

Diffusion du mardi 2 avril 2019 Durée : 11min

Ul lazhti yer-Indez o serriñ, emvod bras maered Breizh gant Emmanuel Macron e Sant-Brieg ha Devezhioù Europa micherioù an arz : setu eus petra ez eus bet kaoz er c'heleier an noz-mañ.

Ur souezhadenn evit tud Landrevarzeg

Divizet ez eus bet gant ar prefeti serriñ lazhti "Les volailles de l'Odet", e Landrevarzeg, nepell eus Kemper. Kudennoù surentez ha yec'hed publik a save, hag abaoe pell hervez pezh en deus embannet ar prefed. Ur souezhadenn eo bet evit Daniel Kernaleguen, kuzulier-kêr er gumun, daoust ma oa bet merzet gantañ n'ez ae ket ken mat an traoù evit ar stal.

Maered Breizh o kejañ gant Emmanuel Macron

Kenderc'hel a ra an diviz bras, aozet gant ar gouarnamant evit selaou kinnigoù an dud. Warc'hoazh, d'ar Merc’her 3 a viz Ebrel, e vo aozet un emvod gant maered Breizh ha prezidant ar Republik. 900 dilennad a vo e Sant-Brieg, met lod anezho o deus divizet chom er gêr. Pezh a raio Jacques Guillou, maer Dirinonn e Penn-ar-Bed. Displeget en deus deomp perak.

Devezhioù Europa micherioù an arz a zo er mare-mañ

Betek fin ar sizhun e c'hellit mont da zizoleiñ stalioù luderien, kizellerien pe c'hoazh kemenerien, gant Devezhioù Europa micherioù an arz. E Breizh e vo ouzhpenn 150 artizan o kemer perzh, hag en o zouez e vo Michel Cluytens, a zo bravigour e Sant Riwal.