Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Mona Bras, kuzulierez rannvro
Mona Bras, kuzulierez rannvro © Maxppp - Marc OLLIVIER

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 18 mai 2018 Durée : 10min

Lakaet e oa bet ar gomz war Gouel Breizh ha war eured ar priñs Harry ha Meghan Markle. Met kroget e oa bet ar c'heleier gant ar c'heloù nevez diwar-benn Doux. An unaniez kaset gant LDC a vo ar perc'henn nevez.

LDC a zo perc'henn nevez Doux 

An unvaniezh  LDC an 'ni eo zo bet dibabet evit adkemer Doux 'barzh ar jeu emañ Terrena, kenlodenner Doux, hag ar strollad ingalañ boued saoudian  Al-Munajem. Un diviz kemeret bremaik gant lez-varn a goñvers Roazhon. E freuz stal justis e oa an embregerezh abaoe penn kentañ ar miz-mañ. 908 goprad a gendalc'ho da labourat e Doux. Displegadennoù Jañ-Luk Bergot. 

E Galleg / Doux : le choix du consortium avec LDC est acté au tribunal de commerce

Eured Harry/Markle : "Mont a rin da guzhat" eme ur c'hembread 

Dimeziñ a raio warc'hoazh Meghan Markle hag ar priñs Harry.. 100 000 den a vo e Windsor evit lidañ an eured. Pase 5000 kazetenner a vo o heuliañ an darvoud-se. Aneirin Karadog, kazetenner e S4C, rann kembraeg Channel 4 az aio da guzhaat e Aberythwith lec'h m'eo difennet lidañ an eured ! 

10vet Gouel Breizh : poent sevel ur bilañs

Postet e vez "700 000 euro" gant rannvro Breizh evit arc'hantaouiñ ha brudañ Gouel Breizh. 800 aozadur a zo perzh ar bloaz-mañ evit kinnig meur a gant darvoud e Breizh hag e peurrest ar bed. Mona Bras, kuzulierez ar rannvro a soñj dezhi e tiwan a vloaz da vloaz gouel Breizh.