Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Pase poent eo kempenn hag adfichañ brav Iliz Benac'h
Pase poent eo kempenn hag adfichañ brav Iliz Benac'h - Google maps

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 24 avril 2019 Durée : 12min

Komzet e oa bet ganeomp gant ur souderez, aes dezhi kavout labour ! Diaesoc'h eo avat evit maer Benac'h kavout arc'hant a-benn kempenn iliz e barrez. Hag al lec'hienn internet nevez stal.bzh a renabl an holl stalioù lec'h ma vez komzet brezhoneg.

1800 post-labour da bourveziñ e bed an industriezh e Penn-ar-Bed

Mil eizh kant post-labour a zo da bourveziñ 'barzh dachenn an industriezh e Penn ar Bed. Betek diryaou da noz eo aozet ur forom er Gapusined e Brest gant unvaniezh an industriezhioù ha micherioù ar minterezh. Labourat ar metal a zesach muioc'h-mui a dud. Pennad-komz gant Klervia bet stummet da vont da souderez. Kavet zo bet aes ganti ul labour. 

Goulenn arc'hant digant LVMH hag ar familh Pinault raio maer Benac'h 'benn saveteiñ e iliz ! 

Arc'hant forzh pegement a zo bet rastellet dija 'benn kempenn iliz veur Pariz. Met kalz diaesoc'h eo evit kempenn hag adsevel ilizioù ha chapelioù ar vro. Iliz kumun Benac'h, ksotez Gwengamp, zo o kouezhañ. Ezhomm vo moarvat deus ur milion a euroioù. Fañch Marrec, maer Benac'h zo gant ar soñj sevel ur c'halv arc'hant war internet ha goulenn arc'hant digant LVMH pe ar familh Pinault. N'eo ket tre ar memes jeu e Pariz hag e Benac'h emezañ. Ha ma ne vo ket kavet arc'hant gantañ e vo ret marteze distruj an iliz-mañ...  

Stal.bzh : renabliñ ar stalioù lec'h 'vez komzet brezhoneg

Liammañ ekonomiezh ha brezhoneg, setu pal al lec'hienn hag an arload Stal.bzh hag a vo roet lañs dezho d'an eizh a viz Even 'toug Gouel Broadel ar Brezhoneg. Ar stalioù a c'hell emezellañ 'vit netra, e doare ul levr pajennoù melen. Ar pratikoù deus o zu a c'hello gouzout dre ur gartenn, e pelec'h 'vez stal-mañ-stal oc'h ober gant ar yezh. Gwenneien a vank c'hoazh 'benn diorren stal.bzh, setu 'pezh a zipleg Divi Kerneis. Teñzorer eo eñ 'barzh ar gevredgiezh Mignoned ar Brezhoneg hag a zo e penn ar raktres. Klevet zo bet ivez ar vreudeur Gueguen o terc'hel ar stal bara Pains et Kouign.