Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Les cahiers douarnenistes
Les cahiers douarnenistes © Radio France - Benjamin Bourgine

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du vendredi 26 avril 2019 Durée : 10min

Fall-gontan eo ar jilenntoù melen gant prezegenn ar Prezidant. Maered diwar ar maez o deus aon rak "skol ar fiziañs". Ha sport 'vo 'leiz an dibenn-sizhun : melldroad gant Brest o klask pakañ al lig 1 ha Roazhon o klask reiñ lamm d'ar PSG. Deus tro Breizh war varc'h-houar 'vo kaoz ivez.

Ger ebet diwar-benn ar c'haieroù klemmoù

Dipitet eo bet ar jiletennoù melen hag ar re a zo skoaz ouzh skoaz ganto, gant prezegenn Emmanuel Macron. "Pell 'mañ Yann deus e gazeg", setu soñj Jean Luc Mingam hag a glevimp en abadenn-mañ.  

Raktres lezenn ar "skol a fiziañs" a ra aon da vaered diwar ar maez

Bodañ skolioù ha skolajoù a vefe ur riskl evit o skolioù bihan dezho hervezo. Klevet a rimp soñj Alain Donnart, aotroù maez Prevel, er C'hab.

Foball a vo stank 'pad an dibenn-sizhun

Brest a glasko pignat el lig 1 ha Roazhon a glasko pakañ Kib Frañs 'enep d'ar PSG. Maxim Touzé a vo o souten ar Roazhoniz e stad Frañs warc'hoazh. E santimant a roo deomp a-raok ar match.

Hag evel-just 'zo kezeg houarn o redek dre hentoù ar vro 'vit an deizioù

Tro Breizh war velo hag an eil tennad a oa dalc'het hiziv. Jo Gwegen, prezidant kozh komite Breizh a glevimp diouzhtu..