Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Algues vertes échouées sur la plage du Valais à Saint-Brieuc (printemps 2017)
Algues vertes échouées sur la plage du Valais à Saint-Brieuc (printemps 2017) © Radio France - Johan Moison

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du lundi 29 avril 2019 Durée : 10min

Ce soir dans en breton on parle algues vertes, langue galloise et chanson ! Kalz a vezhin glas a vo war hon aodoù ar bloaz-mañ adarre. Klask a rimp kompren perak. Skrivañ pozioù diwar tonioù brudet, setu 'pezh 'zo kinniget ober e Montroulez. Ar ganerez Marthe Vassallo a zispleg pelloc’h deomp.

Distro eo ar bezhin glas war aodoù Breizh

Ha da-skouer e bae Sant Brieg. Krog emeur da zastum anezho. Embannet zo bet hiziv gant ar prefeti rannvro e vo kalzig diouto ar bloaz-mañ e bae Sant Brieg met ivez er Forest Fouesn.

Erwan ar Gall a zo kelenner hag enklasker war ar bezhin en IUEM, skol uhel ar mor e Plouzane. Displegañ a ra deomp endro perak ez eus kement a vezhin glas war aodoù Breizh.

Skrivañ pozioù diwar tonioù brudet

Setu 'pezh 'zo kinniget ober e Montroulez e miz Mae. Ijinañ pozioù diwar-benn, lakomp, luskad ar jiletennoù melen ha kanañ anezho war don "Tuchenn Mikael". Ijinañ 'rit ? Alexandre Ledan en oa graet kemend all e tro kreiz an 19vet kantved. Awenet eo bet Marthe Vassallo ha daou arzour all diwar labour an aotroù Ledan. Ar ganerez a gont hiroc’h deomp er c’heleier-mañ.

Pe mod kelenn brezhoneg pe kembraeg d'an dud deuet ?  

C'hwerc'h ezel eus ar greizenn stummañ war ar brezhoneg Mervent o deus kaset un nebeut devezhioù e Kembre e-pad ar vakañsoù paseet evit dizoleiñ stad ar yezh du-se hag eskemm diwar-benn o zoareoù da gelenn Kembraeg evit an dud deuet. Joan Bizien a oa d'o heul, he reportaj a glevimp.