Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Cédric de Pierrepont hag Alain Bertoncello a oa e rann komando an arme
Cédric de Pierrepont hag Alain Bertoncello a oa e rann komando an arme © Maxppp - SIRPA MARINE HANDOUT

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 13 mai 2019 Durée : 11min

Komzet e oa bet gant mamm ur paotr zo komando e arme Bro Frañs. Klevet e oa bet ivez eil-maer Plougerne diwar-benn adigeriñ stal ispiserezh Lilia. Ha chikant a zo c'hoazh etre suporterien kleub Brest ha Gwengamp !

"Tad na mamm ebet 'zo prest da zegemer vije lazhet e vugel" 

Lidet e vo warc'hoazh vintin ul lid broadel e koun Cédric de Pierrepont hag Alain Bertoncello bet lazhet ar sizhun dremenet er Burkina Faso. An daou soudard a oa perzh deus ar c'homando deus arme Bro Frañs. Komzet hon eus fenoz gant Anne, mamm ur paotr a zo ivez komando en arme. Frommet mat eo gant marv an daou soudard ha kontet en deus deomp pegen diaes eo evit an tadoù hag ar mammoù gouzout emañ o mab pe o merc'h prest da vervel hag o vrezeliñ etrezek ar bed e anv Bro Frañs. Ur pennad-komz frommus da adselaou er frapad keleier-mañ.

Biskoazh ! Ur wech adarre ne c'hoario ket Brest ha Gwengamp er memes rummad

C'hwec'h bloaz'zo e oa Gwengamp o pignat ha Brest o tiskenn. Cheñch tu ! C'hwec'h bloaz goude eo rik ar c'hontrol. "Ur mallozh 'zo" eme Valerie Kervella, suporterez Gwengamp. "Farsus eo" eme ivez Youn Toudic daoust "m'eo start gwelet Brest e Lig1". Spi zo memestra gant suporter War Raok e chomo Brest e Lig 1 'benn bloaz a-benn c'hoari a-enepto." Tangi Gueganton a zo eñv o suportiñ Brest, ha kavet en dije plijet gwelet an daou skipailh c'hoari unan enep egile. Klevet int bet holl er c'heleir-mañ. 

Digor adarre stal ispiserezh Lilia ! 

Bara, boued fresk hag a beseurt, bio pe get, boutailhioù gaz, ar gazetenn ha kement 'zo tout. Emañ o paouez adigeriñ ispiserezh Lilia. Serr e oa abaoe bloaz, prenet oa bet gant an ti-kêr. Graet e oa bet ur galv merourien dre internet hag ez eo ur c'houblad eus Nancy 'zo bet dibabet. Harpet int gant ur bodad ekonomikel eus ar gumun. Tud a-vicher war o leve 'boaz da skoazellañ raktresoù a seurt-se. An douristed a denno o mad ivez dac'h ar stal, a zispleg Fulup Kariou, eil maer Plougerne.