Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Nuleet eo bet ar festival Insolent
Nuleet eo bet ar festival Insolent - Facebook

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 11 avril 2018 Durée : 11min

Fenoz e oa bet komz ganeomp diwar-benn un harzh-labour all : hini ar gelennerien SES. Kudennoù a sav mod-all gant gouelioù ar vro abalamour da harzh labour an SNCF. Lidet e oa bet 20 vet deiz ha bloaz c'hoariva Kerne ivez.

Daoust ha nullet e vo gouelioù all er sizhunvezhioù a zeu ?  

Nuleet eo bet  ar festival Insolent an Oriant "abalamour da harzh labour en SNCF" hervez rener ar gouel. Julien Marzin zo eil brezidant ar festival Panoramas hag a vo aozet ar sizhun a zeu e Montroulez. Daoust-hag-eñv e vo nullet ar gouel-mañ ivez abalamour d'an harzhoù-labour ? "Tamm ebet, _ne vo ket trenioù awalc'h evidomp met ur gwir eo da ober harzh-labou_r !" Pennad-komz gant Julien Marzin ha Tudi Crequer.   

100 micher, 100 harzh-labour 

Warc'hoazh e vo kaoz diwar-benn adreizh ar vachelouriez da-geñver kuzul uhel an deskadurezh gant Jean-Michel Blanquer. Hiriv e oa bet kelennerien SES Bro Frañs a-bezh o tibunañ e Pariz. Tri sindikad a gelennerien SES a c'halve da vanifestiñ. Gant ar reform-se e c'hellfe bezañ "tennet ar sokiologiezh" deus o c'hentelioù. Gildas Grimault zo kelenner SES e lise Diwan Karaez hag ezel eo deus an APSES. Pennad-komz gant Gildas Grimault ha Tudi Crequer.   

20vet deiz-ha-bloaz c'hoariva Kerne   

N'eo ket bet anat sevel c'hoariva Kerne e Kemper. 20 vloaz 'zo e oa klemm a-bep-tu a-enep d'ar raktres 'n eus bet lakaet 20 vloaz all da c'henel. E penn-kentañ ar raktres eo savet lod Kemperiz a-enep d'ar c'hoariva nevez. "Ne oa ket bet aes " a gont deomp Mark Andro, kuzulier e ti-kêr Kemper e oa d'ar c'houlz-se. Pennad-komz gant Mark Andro ha Katell Uguen.