Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

C'hwezh 'ra kreñv avel an disfiz war parlamant Europa
C'hwezh 'ra kreñv avel an disfiz war parlamant Europa © Maxppp - Jean-Marc Quinet

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 14 mai 2019 Durée : 10min

Paouez 'ra kevredigezhioù ar vro da vont er Burkina Faso abalamour d'ar reuz 'zo enno. Marvet eo a daol-trumm ul lisead deus Brizeux e Kemper. Dilennadegoù europat a vo er Rouantelez-Unanet, ha pellgomzet hon d'ur saoz evit kaout e soñj.

Marvet eo a daol trumm ul lisead deus Kemper 

Ar mintin-mañ eo marvet ur paotr a bemzek bloaz e trepasoù al lise Brizeux. Ouezer ket abalamour da betra eo marvet. N'en doa war a seblant kudenn yec'hed ebet. Klevet e oa bet fromm Léane, a oa el lise ar mintin-mañ. 

Reuz er Burkina Faso 

Lazhet e oa bet Cédric de Pierrepont hag Alain Bertoncello o tieubiñ ostajoù er Burkina Faso. Divizet 'zo bet gant ar gevredigezh deus Landerne BAM, n'on pas mont du-hont ar bloaz-mañ abalamour d'an trubuilhoù ha d'ar reuz 'zo enno. 

Dilennadegoù europat dic'hortoz er Rouantelez Unanet 

Ne oant ket o c'hortoz kement-all... Daoust d'ar Brexit e vo deus dilennadegoù europat 'benn ur sizhun er Rouantelez-Unanet. Peter Timpson, deus Colchester 'kichen Londrez n'eus roet e soñj deomp.