Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Le calendrier de Parcoursup en trois étapes.
Le calendrier de Parcoursup en trois étapes. © Radio France - Nolwenn Le Jeune

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Komzet e oa bet diwar-benn manifestadeg kelennerien ar skolioù prevez, diwar-benn Parcoursup ha roet e oa bet ar gomz ivez d'ur suporter deus an Oriant gwall-dipitet !

Keleier noz gant Tudi Crequer (7mn)

Disoc'hoù kentañ Parcoursup 'zo bet roet 

Diriaou da noz oa bet embannet respontoù hetoù studioù uhel "Parcousup". Ret eo d'al liseidi respont buan : asantiñ, nac'hañ, gortoz...   Skoaz warlene eo bet gwellaet ar mont en dro Parcoursup. Bemdez vez freskaet al lec'hienn a-raok an dervezh skol. Ar c'hinnigoù nac'het 'za endro 'barzh ar sistem. Ar stummadurioù klañdiour(ezed) 'zo ar muiañ priziet  : tro 10 % eus an hetoù. Pennad-komz gant Anouk, eus lise Diwan Karaez a zo war ar renk.

"An dud 'zo erru skuizh" eme kelennerien ar skolioù prevez

250 den a oa o manifestiñ hiriv e Kastellin. Hevelep manifestadegoù a oa e Bro Frañs ivez. E Penn ar Bed e oa emgav gant kelennerien ar skolioù prevez dirak burev Richard Ferrand, prezidant ar bodadeg broadel. Goulenn a reont vefe gwelaet o c'hondisionoù labour ha dreist-holl reoù an dud gant kontradoù krog-diskrog eme Alan Queau deus ar CFDT.

Bec'h d'ar verlused ! Treut eo ar chañs c'hoazh gant skipailh an oriant pignat el lig 1.

Er c'hwec'hvet plas ouzh taolenn al lig 2 emañ skipailh an Oriant evit ar c'houlz. Warc'hoazh e vo krogad diwezhañ ar bloaz en Havr Nevez da 20e45. A-benn kemer perzh er "playoff" 'vo ret d'ar Verlused gounnit ha war ar memes tro vo ret da Lens chom bout a-enep da Orleans, pe da Bariz koll a-enep d'ar Gazelec. Digalonekaet eo Paolo Pellan, suporter deus an Oriant.