Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Prientiñ mat 'ra ar pennoù-sardin o gwiskamant !
Prientiñ mat 'ra ar pennoù-sardin o gwiskamant ! © Maxppp - Rodolphe Pochet

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 19 février 2020 Durée : 9min

Komzet hon oa diwar-benn prosez daou lisead e Kemper ha diwar-benn gouel an Ened. Rentet hon oa enor ivez d'ur c'homersant mil vrudet a Vontroulez a zo aet da Anaon.

Daou lisead dirak prokulor Kemper 

Tamallet 'e veze da zaou lisead bezañ kemeret perzh en ur vanifestadeg difennet teir sizhun'zo ha bezañ lakaet brankoù war an hent. An daou-se 'zo bet ar re nemeto o vezañ harzhet. Padal e oa kantadoù a dud o kemer perzh er vanifestadeg ha n'int ket bet o-unan o lakaat brankoù 'benn stankañ an hent. Erfin, n'int ket bet kondaonet, ar prokulor n'eus just adlavaret dezho al lezenn. Deuet e oa Yann Foucher deus ar sindikad FSU da skoazell anezho dirak al lez-varn. 

Aet eo da Anaon Kload Rideller 

Komersant brudetañ kreiz-kêr Montroulez e oa. Aet eo da Anaon Klaod Rideller disadorn diwezhañ. E 2018 e konte ouzh mikro Pauline Kerscaven pegen start e oa dezhañ gwelet e stal beuzet c'hoazh gant an dour. Goude ar gwalldaol-se en doa divizet paouez gant e labour. 

Birvilh 'zo e Douarnenez en deizioù-mañ 'benn prientiñ gouel an Ened ! 

Roet 'vo lañs da c'houel vras kêr ar pennoù-sardin disadorn ha padout 'raio ar gouel e-pad dav "kousket ha debriñ mat" en deizioù-mañ evit prientiñ ar gouel eme Maëlla Abiven, 'zo o vevañ e Douarnenez.