Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Daniel Carré, prezidant Ti Douar Alré
Daniel Carré, prezidant Ti Douar Alré - Ti Douar Alré

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 28 mai 2018 Durée : 12min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn ur repuad a vro mali a zo war nes bezañ skarzhet e Bro Senegal. Difennet e vo marteze gant Unvaniez Europa un toullad traoù savet e plastek. Ha digresk ar yalc'hadoù publik a vroud ar gevredigezhioù da rastellaat arc'hant mod-all.

Hag-eñv e vo skarzhet ur repuad en ur vro dianavezet gantañ ?

Pell alese deus istor vrav Mamoudou Gassama emañ ur repuad eus Pont n'Abad war nes bezañ skarzhet. Sidy Camara a zo ganet e bro Mali 18 bloaz'zo. En emù gavet eo e Penn-ar-Bed daou vloaz-so. Heuliañ a ra ur stummadur CAP e lise Pont-Abad. Met c'hoant n'eus ar Stad skarzhañ anezhañ e Bro Senegal. Daoust da Sidy Camara nompas anavezout ar vro-se. Pennad-komz gant Michèle Le Fur-Jadé a skoazell ar repuidi e Bro Vigoudenn.    

Bec'h d'ar plastek !   

Hag-eñv e vo c'hoazh deus plouzennoù, skarzhoù-houarn ha bazhigoù plastek benn un neubeut bloavezhioù ? Kinniget en eus hiriv ar c'homision europa e vefent difennet penn-da-benn. Un dispac'h ekonomikel, ekologel ha kevredigezhel eme Brieuc ar Roc'h, goprad e Dour ha Stêrioù Breizh.  

Klask arc'hant a rank ober ar c'hevredigezhioù  

Digreskiñ a ra ingal a-vloaz da vloaz ar yalc'hadoù publik roet d'ar c'hevredigezhioù. Hervez un teuliad enklask savet gant ar CESER int bet treutet a 17 % etre 2005 ha 2011. Neubeutoc'h a moneiz a vo roet ivez da Ti Douar Alré. Goulenn a raio neuze ar gevredigezh arc'hant digant an dud plijet gant o labour. Pennad-komz gant Daniel Carré, prezidant Ti Douar Alré.