Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Glyphosate a vez kavet e Roundup Monsanto
Glyphosate a vez kavet e Roundup Monsanto © Maxppp - Julio PELAEZ

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 29 mai 2018 Durée : 12min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn ar glyphosate ha diwar-benn ar freuz a zo e Bro Italia.

Ne vo ket difennet ar glyphosate a-benn tri bloaz  

N'eo ket bet votet ar mennad gant an an deputeed dec'h da noz. Padal e oa bet prometet gant Emmanuel Macron ne vefe ket gwerzhet ken deus al louzoù kimiek a-benn 2021. Pennadoù-komz gant Tudual, falc'her OGK hag Yvon Boutier, merour an FDSEA e Aodoù an Arvor. Dipitet int o taou ne vefe ket dipitet ez-lezenn ar glyphosate.   

Reuz ha freuz a zo e penn Bro Italia   

Carlo Cotarelli a zo bet anvet e penn gouarnamant Bro Italia gant ar prezidant Sergio Matarella. N'eo ket evit plijout an diviz-se gant an Italianed. Votet o doa un neubeut dervehzioù-zo evit Lig an Norzh, ur strollad eus an tu dehoù pellañ, hag evit ar bopulisted deus ar strollad Pemp Steredenn. Pellgomzet hon oa da vretoned o vevañ e Bro Italia evit kaout o soñj war an trubuilhoù a zo er vro. Gwenvael Cochevellou a zo o vevañ nebell deus Roma ha Solenn Mordret a zo o labouret e Napla.