Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kregiñ a ra lod da vutuniñ pa z'int c'hoazh er skolaj
Kregiñ a ra lod da vutuniñ pa z'int c'hoazh er skolaj © Maxppp - / NCY

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn al lezenn war an aodoù, diwar-benn an dervezh etrebroadel hep butun ha diwar-benn un diskouezadeg e Pouldregad gouestlet d'an eil brezel bed.

En arvar emañ al lezenn war an aodoù hervez Breizh Vev   

An danvez-lezenn Elan, a zo studiet abaoe hiriv er Vodadenn Vroadel, a ra trouz. Kemm a c'hellfe ober al lezenn war an arvor.  Aotreet e c'hellfe bezañ sevel tiez war lod takadoù goullo war vord ar mor. E 1986 e oa bet votet al lezenn war an arvor, aon o deus bremañ ar c'hevredigezhioù o wareziñ anezhañ e vefe distruj war an aodoù. Per ar Floc'h a zo stourmer er gevredigezh Breizh Vev. "Ur bazenn war-gil eo ar raktres lezenn-se" emezañ.   

Prest oc'h da chom hep butuniñ e-pad un dervezh ? 

Dervezh etrebroadel hep butun a vo warc'hoazh. Hervez ur studiadenn eus arsellva an drammoù, an alkool hag ar butun eo bet butunet ur wech da neubeutañ gant ur skolajiad war dek e c'hwechvet klas. E fin ar skolaj, an hanter deus an dredeidi o deus butunet dija. Paket e vez c'hoazh ur wech an amzer ur skolajiad "o vutuniñ er privezioù" eme Alan Coussement, kelenner sport e skolaj Meskoad. Klevet zo bet ivez daou skolajiad : Titouan ha Timeo.   

Eil brezel bed : un diskouezadeg evit derc'hel soñj pegen kalet e oa ar vuhez  

Etre an 9 hag an 11 a viz Even e vo dalc'het un diskouezadeg e Ploudregad diwar-benn an Eil Brezel Bed. Ar barrez vihan a vro Douarnenez a oa bet gwall dapet e-pad ar c'hwec'h vloaz kriz a vrezel. Divizet o deus izili ar gevredigezh Amzer Gwechall taolenniñ kement-mañ. Bet int da c'houlenata ar re goshañ er barrez, da bep hini da c'houzout petra 'oa c'hoarvezet e-pad an Eil Brezel. Rak kalzig a dud a oa bet lazhet pe graet prizoniad e Pouldregad, setu 'pezh a gont Henri Le Bars deomp.