Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kempennet e vo "Fort Cigogne" gant arc'hant loto ar glad
Kempennet e vo "Fort Cigogne" gant arc'hant loto ar glad - Mairie de Fouesnant

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 31 mai 2018 Durée : 8min

Gwareziñ ar glad hag hor yezhoù... komzet hon oa diwar-benn loto ar glad ha diwar-benn ar redadeg evit an okitaneg : La Passem.

Loto ar glad : arc'hant vo postet evit kempenn "Fort Cigogne" !   

Fort Cigogne eo a zo bet dibabet gant ministrerezh ar Sevenadur e-mesk 18 lec'h dibar e Frañs, evit bezañ sikouret gant loto ar glad. En enezeg Glen e donvor da Fouen eo bet savet ar c'hreñvlec'h adalek 1755 war ur roc'h. An arme 'zo bet staliet er Seizh Kogn hag implijet e vez hiziv gant stajidi kreizenn bageal an inizi Glen. Kalz a labourioù 'zo da adkempenn al lec'h, perc'hennet gant Mirva an Aod. Ur c'houst jedet da dri milion c'hwec'h a euroioù. Kudennoù "glebder" a zo eme a-unvouez Lulu Moisan, heñcherez e Fouen, ha Glenn Bourhis, bet animatour e kreizenn bageal an Inizi Glen.   

Bilañs La Passem, ar redadeg evit an okitaneg  

E fin ar sizhun dremenet e oa dalc'het La Passem, ar redadeg gentañ e vro Bearn evit souten an okitanek. Ur pemzekteiz a-raok 'n em gave ar Redadeg evit ar brezhoneg goude 1800 kilometr redet noz ha deiz. Un nebeut bretoned a zo bet betek bro Vearn evit La Passem, Fabienne Lavigne en o-zouez.