Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Fañch an Henaff deus ar gevredigezh Kernavelo
Fañch an Henaff deus ar gevredigezh Kernavelo © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 1 juin 2018 Durée : 11min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn Mariano Rajoy, n'emañ ket ken e penn Bro Spagn ! Bet e oamp bet ivez da heul ar Gemperiz a gemer perzh er marc'h-houarn challenge. Ur seurt kenstrivadeg evit broudañ an dud gemer o velo.

Bro Spagn : Mariano Rajoy taolet er-maez ! 

N'emañ ket ken Mariano Rajoy e penn ar Stad. Ur vot a zisfiz a zo bet digwener vintin gant deputeed ar breujoù. Abaoe c'hwec'h bloaz e oa e penn ar vro. Kemer a ra ar sosialist Pedro Sanchez e blas. Ar PP, strollad politikel Mariano Rajoy, deus an tu Dehoù, a zo bet skoet gant trubuilhoù justis. Kondaonet e oa bet izili ar strollad evit treuzgounnidoù arc'hant. Biskoazh kement-all ! Ar wech kentañ eo memestra da rener ur gouarnamant bezañ taolet maez deus e bost abaoe fin an diktatouriez. "Talvoudus eo, met n'eo ket un diskoulm dreist kenneubeut" eme Carolina Diaz, o vevañ e Bro Galisia.

Lañset mat ar marc'h-houarn challenge e Kemper 

Lañset eo abaoe div sizhunvezh ar marc'h-houarn challenge e Kemper. Ar pal a zo broudañ ar Gemperiz da vont war velo d'al labour. Galvet e vez an holl dud da zilezel o oto evit mont kentoc'h gant o marc'h houarn. Kontet e vez gant pep hini ar c'hilometradoù graet ha prizioù vez roet d'an dud hervez ar strivoù graet ganto. Pennadoù-komz gant Uisant Crequer a gemer perzh er marc'h houarn challenge ha gant Fañch an Henaff deus ar gevredigezh Kernavelo.