Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Kollet zo bet danvezioù, boued, ha produioù e-leiz gant komersanted Montroulez
Kollet zo bet danvezioù, boued, ha produioù e-leiz gant komersanted Montroulez © Radio France - Benjamin Bourgine

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 4 juin 2018 Durée : 11min

Komzet zo bet ganeomp diwar-benn an dour-beuz e Montroulez. Lakaet eo bar ar gomz ganeomp ivez diwar-benn an arc'hant postet gant ar rannvro evit adprenañ Doux. Bet e oamp bet ivez da welet skolidi Diwan Kemper a lido 40 vloaz rouedad ar skolioù dre soubidigezh.

Beuzet eo bet kreiz-kêr Montroulez hag an dro-war-droioù  

Bernioù lastez, pri war ar mogerioù, ha komersanted mantret o skubañ diabarzh o stalioù ha kregiñ da jediñ pegement a arc'hant a vo kollet ganto. Labour forzh pegement a zo gant an dud e Montroulez evit kempenn ar straedoù hag an tiez. Pennad-komz gant Stefan ar Gall a zo o vevañ e Sant-Martin. Roet en oa bod d'e amezeien disul da noz. O zi dezho a zo bet beuzet gant al lañv pri.  

SKEUDENNOU - Solidarité à Morlaix au lendemain des inondations

Doux : deuet e oa dillenidi ar rannvro da ginnig o raktres  

Deuet e oa dilennidi ar rannvro da Gastellin evit displegañ petra vezo graet gant an arc'hant postet evit saveteiñ ar stal Doux. Prenet eo bet an embregerezh gant ur c'hevre savet diwar ar stalioù LDC, Almunajem, Triskalia, Terrena hag ar rannvro. Anvet eo an embrgerezh nevez Yer Breizh. Postet e vo 100 milion a euroioù evit sevel un uzin nevez, kempenn an hini kozh ha skoazell ar gopridi da vezañ stummet war o micher nevez. Ouzhpenn 20 milion a euroioù a deuio deus godell ar rannvro. "Ar wech kentañ eo deomp ober-se. Eveljust 'pad ar bloavezhioù all hon eus graet lakaet un toullad gwenneien amañ pe e Tilly Sabco met ar wech-mañ omp er c'hapital" eme Gerard Lahelleg, eil brezidant ar rannvro.   

40 vloaz Diwan : pezhioù-choari a vo kinniget gant bugale Kemper   

Pleustret o deus evit ar wech diwezhañ hiriv. Warc'hoazh eta e vo kinniget gant bugale Diwan Kemper pezhioù-choari awenet gant mojenn Ker-Ys. Kinniget e vint e sal an dachenn wenn e Penharz.Reportaj Léo Rozé.