Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Gwenanerien ar vro er Faoued a-raok o c'herzadeg-stourm betek Roazhon
Gwenanerien ar vro er Faoued a-raok o c'herzadeg-stourm betek Roazhon © Maxppp - DAVID ADEMAS

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 5 juin 2018 Durée : 10min

Diasur eo dazont an hent-houarn etre Montroulez ha Rosko goude an distrujoù bet graet gant ar glav-puilh disul. Emañ gwenanerien ar vro dirak ar prefeti rannvro, gortoz a reont divizoù sklaer evit saveteiñ gwenan ar vro. Chom a ra ivez plasoù er c'hampoù vakansoù e brezhoneg.

Emañ ar wenanerien o kousket dirak prefeti Roazhon  

Chom a reont da gousket dirak ar prefeti e Roazhon. Ha deuet int gant ruskennoù goulo evit diskouez e varv o amprevaned. Betek diriaou emañ gwenanerien ar vro staliet en ul liorzh e-tal ar prefeti.  Ouzhpenn ugent mil ruskenn war an tri-ugent mil a zo er vro a vefe bet distrujet ar goañv."Dre faot al louzeier eo", eme ar wenanerien. José Nadan, gwenaner er Faoued, aozet gantañ ar valeadenn a-enep ar pestisidoù, a oa ganeomp war-eeun er c'heleier  

Ur skoil nevez evit al linenn tren etre Montroulez ha Rosko 

Abaoe disul eo harzhet mone-donoù an trenioù etre Rosko ha Montroulez. Ar glav puilh hag ar pri n'eus gwallgaset ul lodenn deus an hent-houarn ha ne c'hell ket an trenioù paseal ken. Hir e vo al labourioù hag aon o deus dilennidi ar vro ne vefe ket postet arc'hant gant SNCF Réseau evit kempenn an hent-se. A-raok an distrujoù-se e oa anv dija deus ur c'houst a daou-ugent milion a euroioù evit kempenn tout an hent-houarn-se.   "N'on ket sur e vefe ar youl gant ar rannvro ha gant an SNCF plantañ arc'hant evit kempenn an hent", eme Bernez Kloareg, a gustum kemer an tren alies etre Rosko ha Montroulez. An dra-se a zo un digarez evit nompas ober war dro al linenn."  

Chom a ra plasoù evit ar c'hampoù vakañsoù   

Un hanter-kant bennak a c'hampoù-vakañsoù a vo aozet e-pad an hañv. Ouzhpenn pemp kant enskrivadur a zo bet kaset d'an Ubapar. Met chom a ra plasoù ha poent bras lakaat anvioù ar vugale ! Pennadoù-komz gant Maelle Ausias, gopradez en Ubapar ha Manon deus Emglev Bro an Oriant.   

Lenn ar pennad klok | Plasoù a chom evit ar c'hampoù vakañsoù