Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Rémi Toulhoat, prezidant Div Yezh Breizh hag Arnaud Goapper, eil-brezidant
Rémi Toulhoat, prezidant Div Yezh Breizh hag Arnaud Goapper, eil-brezidant © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 6 juin 2018 Durée : 11min

Taol imor ar gevredigezh Div Yezh a c'houlenn muioch a bostoù kelennerien. Ezhomm e oa dour b'ar parkeier ha laouen eo ar beizanted deus ar vro gant pezh zo kouezhet en dervezhioù tremenet ! Komzet hon eus ivez deus un abadenn evit an dud en tu all da 60 vloaz evit deskiñ bleniañ un oto hep dañjer.

Taol imor ar gevredigezh Div Yezh   

Bodadegoù tadoù ha mammoù bugale skolioù divyezhek publik a vo warc'hoazh en un dek kêr bennak. Sevel a rint o mouez evit meur a abeg. Pep skol n'eus e gudenn, met dre vras ez eus un diouer vras a gelennerien. Da skouer e Langonned ez eus ur skolaerez he-unan oc'h ober war dro an holl skolidi deus ar skol vamm betek ar CM 2. Ezhomm zo tost "tregont post kelenner evit an hentadoù a zo staliet dija" met kinniget zo bet "pemzek gant an deskadurezh stad" a zispleg Rémi Toulhoat, prezidant ar gevredigezh Div Yezh Breizh. Pennad-komz gant Rémi Toulhoat, prezidant hag Arnaud Goapper, eil brezidant.   

Ezhomm e oa dour b'ar parkeier  

Komzet hon eus kalz diwar-benn distrujoù gant ar glav puilh, ha dreist-holl e Montroulez. Er c'hontrol eo laouen ar beizanted da welet o parkeier gleb mat. Kregiñ a rae ar geot da vezañ sec'h. Robert Nicolas zo peizant e Louergad. Pempzek penn buoc'h ha tri ugent a zo en e atant. Dek milimetrad ha tri ugent zo kouezhet dindan tri dervezh en e barkeier. "Ezhomm oa, emezañ, ha gant pezh zo kouezhet ne vo kudenn ebet betek fin ar miz !" Pennad-komz gant Robert Nicolas, labourer-douar.   

Deskiñ d'ar re war an aod penaos bleniañ hep dañjer   

Un abadenn surentez war an hentoù a vo kinniget d'an dud war an oad. Cheñchet eo kod an hentoù dibaoe 50 vloaz. Neuze n'eo ket aes atav en em azasaat evit an dud en tu all da 60 vloaz. Setu perak 'fell d'ar fondation ILDYS sikour anezhe dre ar program "Va s'y". E brezhoneg penn-da-benn e vo an abardevezh-se e "Maison de l'aidant" e Landivizio, d'an 20 a viz Even. Displegadennoù Solenna Raynaudon-Kerzerho, ergoterapeutourez.