Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Nolwenn Le Nouveau ha Pascal le Tas
Nolwenn Le Nouveau ha Pascal le Tas © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 7 juin 2018 Durée : 7min

Difennet e vo ar pellgomzerioù hezoug er skolioù ha skolajoù ez-lezenn. Dimeziñ a raio ur c'houplad e brezhoneg. Ha ma zoc'h tik gant ar gwastell breton, deoc'h da c'houzout emañ ar gwellañ hini er bed fardet e Bear !

Difennet e vo ar pellgomzerioù hezoug er skolioù ha skolajoù ez-lezenn  

Votet eo bet gant ar gannaded al lezenn evit difenn ar pellgomzerioù hezoug er skolioù hag er skolajoù. Prometet oa bet al lezenn-se gant Emmanuel Macron a-raok bezañ dilennet prezidant. Difennet 'vo an hezoug en holl skolioù ha skolajoù a-benn an distro skol a zeu.Difennet eo en hanter diouto dija, sa skouer e skolaj Diwan Kemper. "Ret eo soñjal, 90% deus ar re yaouank o deus ur smartphone" eme Yannick Kerlogot. Pennad-komz gant Yannick Kerlogot, kannad bro Wengamp hag Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper.   

Dimeziñ e brezhoneg e vo graet gant ur c'houplad deus Langoned !   

Lidet e vo evit ar wech kentañ un eured e brezhoneg gant ti-kêr Langonned. Nolwenn Le Nouveau ha Pascal Le Tas a zo asambles abaoe 11 bloaz bremañ hag abaoe ur pennad mat a amzer en eus Nolwenn Le Nouveau ar soñj da zimeziñ e brezhoneg. "Gwelet em oa ur skritell e ti-kêr Langoned o lavaret e oa posubl dimeziñ e brezhoneg neuze evidon-me e oa un doare naturel d'ober," emezi. Dimeziñ a rint disadorn vintin e ti-kêr Langonned. Gourc'hemennoù dezho ! Pennad-komz gant Nolwenn Le Nouveau ha Pascal Le Tas. 

Gwellañ gwastell breton a zo e Bear !   

Kit'ta e Bear evit tanvañ gwellañ gwastell breton ar bed ! 27 baraer a gemere perzh e konkour ar gwellañ c'houign a oa dalc'het hiriv e Kemper. Aet eo ar maout gant Laurent Moel, deus Bear e Bro Dreger. Aozet e oa ar genstrivadeg-se e Kemper. Pennad-komz gant Yvon Etienne, unan deus ar varnerien.