Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Gwelloc'h kaout lunedoù evit ober Tro Bro Leon
Gwelloc'h kaout lunedoù evit ober Tro Bro Leon © Maxppp - Nicolas Créach

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 13 avril 2018 Durée : 10min

Anv oa bet graet ganeomp diwar-benn manifestadeg Diwan e Lannuon. Komzet hon oa ivez diwar-benn afer treuz-gounnit arc'hant er gevredigezh Sonerion. Bet e oamp bet da gaozeal gant ur paotr a youl vat an Tro Bro Leon ivez !

Poent kaout "un diskoulm padus" evit ar skolioù Diwan   

Reponstoù fetiz o deus c'hoant kaout kerent, kelennerien ha mignoned Diwan. Manifestiñ a rint dirak ti-kêr Lannuon warc'hoaz adalek 10e30 mintin. E miz Gwengolo e oa bet tapet fall Diwan gant diskar ar c'hevratoù ksoazellet gant ar Stad. Diskoulmoù "berr-dermen" a oa bet kavet evit ar bloaz mañ. Met bremañ e c'houlenn Diwan un "diskoulm padus" eme Ivona Konan, renerez skol Diwan Boulvrieg.   

Trouz e bed ar Sonerion !  

Lakaet eo bet dindan ensell ar justis rener kozh Sonerion kevredad ar bagadoù. Traoù droch a zo bet kavet e kontoù ar gevredigezh. An enklask zo renet gant lez varn an Oriant. Ur c'hant mil bennak a euroioù vefe bet kollet e korf deg vloaz etre 2003 ha 2012. Pennad-komz gant André Quéffélec, prezidant Sonerion. 

Hirroc'h da lenn / Un ancien directeur de Sonerion mis en examen pour avoir escroqué la fédération 

Tro Bro Leon. Bec'h d'ar ribinoù !   

"Paris Roubaix" Breizh eo. Ar redadeg 203 km a gont 33 km a ribinoù Da c'hortoz an deiz meur vo warc'hoazh div redadeg all, an 110 kilometrad cyclo hag an 30 kilometrad vintage. Stank al labour evit ar youlidi en dibenn-sizhun-mañ. Roland zo unan eus an 800 den a youl vat evit an Tro Bro Leoun, respont a ra da goulennoù Jañ-Luc Bergot.