Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Eric Tabarly e 1980
Eric Tabarly e 1980 © Maxppp - Keystone Pictures USA

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Komzet e o bet ganeomp diwar-benn ur vandenn-treset diwar-benn Anjela Duval. Komzet hon oa ivez diwar-benn Eric Tabarly, aet da anaon 20 vloaz-so. Ha deoc'h da c'houzout, eo digor stalioù-zo ar vro. Dorioù digor zo aozet gant Produet e Breizh.

Breizh Agri Food : displegañ ha diskouez d'an dud penaos vez fardet boued   

A-hed miz Even, eo aozet ar "Breizh agri food", da lavaret eo dorioù digor en tiez-feurm, en embregerezhioù hag en uzinoù a brodu boued er vro. 16 embregerezh a vo digor ar sizhun-mañ evel Saveol e Gwipavas, Traou mad e Pont-Aven, Kafé Koic e Ploveilh, Carabreizh e Landevan, pe Brieuc Biscuiterie en Iffinieg. "A-bouez eo evidomp" eme rener Produet e Breizh, Malo Bouessel Dubourg   

Ha c'hoant ho peus rakprenañ al levr treset diwar-benn Anjela Duval ? 

A-benn an diskar-amzer e teuio er-maez ar vandenn-treset "Anjela" diwar-benn buhez Anjela Duval, barzhez bro Dreger. Tu zo dija rakprenañ al levr grafek. Studiet eo bet buhez ar varzhez gant Christelle Le Guen, a-raok kregiñ da dresañ. Heuliet eo bet he labour gant Gildas Le Buhé, maketennour al levr. "Tout ar c'homzioù a vo lennet el levr a zo bet lavaret gant Anjela Duval", a zispleg Gildas. Studiet eo bet pizh neuze gant Christelle Le Guen "levrioù skrivet war Anjela, lizhiri, hag ur film a zo bet savet war he buhez".  Pennad-komz gant Gildas Buhé. 

Da lenn | Arc'hantaouit ur vandenn-treset diwar-benn Anjela Duval 

20 vloaz-so e oa marvet Eric Tabarly  

E kreiz an noz etre an 12 hag an 13 a viz Even e kouezhe b'ar mor ar moraer meur, Eric Tabarly. Ganet e oa e Naoned ha deuet e oa da vezañ anavezet o c'hounnit an "transat anglaise" e 1964. Chom a ra c'hoazh hiriv an deiz ur skouer evit ar voarerien yaouank. "Un harozh" eo eme Yves Marie Logiou, moraer yaouank a 17 bloaz.

Da lenn | Eric Tabarly. "Il était réputé avoir du caractère"