Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Fellout a ra d'ar gevredigezh Pik BZH kaout un emoji "banniel Breizh"
Fellout a ra d'ar gevredigezh Pik BZH kaout un emoji "banniel Breizh" - Pik Bzh

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 12 juin 2018 Durée : 11min

Bet e oamp bet da welet ur c'homersant deus Montroulez a c'hortoz digolloù goude an dour-beuz. Goulenn a ra ivez adarre ar Vretoned da gaout un emoji gwenn-ha-du. Tud deus ar bed a-bezh a zo ivez o teskiñ brezhoneg e Kemper er mare-mañ !

Digolloù a vo roet da gomersanted Montroulez   

Beuzet e oa bet, ur sizhunvezh-zo, kreiz-kêr Montroulez. Aotret eo bet hiriv, Kambr ar micherioù hag an artizanelezh da reiñ digolloù d'ar gomersanted paket fall. Betek 1500 euro vo roet dezho. Ezhomm bras a skoazell a zo just awalc'h ganto. "Ne oa ket ar glav ar gwashañ met ar pri !" eme Klaod Rideller, gwerzher botoù e kreiz kêr Montroulez, hag a zo c'hoazh o netaat e stal

Un emoji "gwenn ha du" a-benn neubeut ?   

Kenderc'hel a ra stourm ar gevredigezh Pik BZH evit kaout un emoji "banniel Breizh". Meur a untrudu a zo war ar stern, evel ur sinadeg war internet. Un teuliad a vo savet en-dro ha kinniget da Unicode e miz Gwengolo. "A-raok an dra-se e vo c'hoazh deus ur genstrivadeg evit kinnig d'an dud peseurt emoji o deus c'hoant gwelet 'benn bloaz war internet", a zispleg Christian Demeuré-Vallé, sekretour ar gevredigezh Pik BZH.   

Mont pelloc'h ganti | Ur stourm nevez evit kaout un emoji gwenn ha du

Skol-hañv : studierien ha kelennerien ar bed a-bezh o teskiñ brezhoneg   

"Bez ez eus daou deus Bro Japan, unan deus Harvard, unan deus Aostralia, pevar deus Bro Alamagn, lod deus Bro Ganada pe Bro Saoz, ha sañset unan deus Bro Sina oa da zont, met n'eus ket bet e visa !" Gary German a zo yezhonour ha kelenner skol-veur Breizh Izel. Aozet eo gantañ ar skol-hañv a zo dalc'het abaoe ar 4 a viz Even a betek fin ar sizhunvezh-mañ.