Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Pierre-Yves Kersulec, paotr an agregadur war ar brezhoneg
Pierre-Yves Kersulec, paotr an agregadur war ar brezhoneg © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 13 juin 2018 Durée : 11min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn Marie Pochat, ar vigouterez, aet da Anaon. Graet hon oa anaoudegezh gant Pierre-Yves Kersulec, an hini kentañ eo gant un agregadur brezhoneg. Komzet hon oa ivez diwar-benn ar film-bevaat "un den zo marvet" skignet emberr war Arte.

An agregadur war ar brezhoneg zo en e chakod !   

Pierre-Yves Kersulec eo anv ar c'helenner kentañ gant un agregadur war ar brezhoneg. Kelenner war ar galleg eo e skolaj Kerbertrand Kemperle. Kinniget e oa bet evit ar wech kentañ un agregadur "Yezhoù Bro Frañs". Teir yezh a oa war rol ar yezhoù ar bloaz-mañ : ar c'horseg, ar brezhoneg hag an okitaneg. Ur post a oa evit pep a yezhoù. "An dra-se zo un dra gaer evit ar brezhoneg" eme Pierre-Yves Kersulec.   

Aet eo Marie Pochat d'an Anaon      

Aet eo Marie Pochat d'an Anaon, 102 vloaz he oa, hag o chom e Lechiagat. Dalc'het he deus ar pellañ ma c'helle da lakaat he c'hoeff daoust ma oa start dezhi e fin he buhez. "Pa z'eo bet 100 vloaz he doa lakaet he c'hoeff. Met ne oa ket gouest da lakaat anezhañ he-unan. Betek marteze 99 pe 98 vloaz e rae kazimant bemdez" a zispleg Michel Bolzer, arbennik war dilhad ha koeff bro Vigoudenn eo. Anavezout a rae ivez an itron Pochat.

Lenn ha selaou | Hiriv-an-deiz ne chom ket nemet ur vigouterez

"Un den zo marvet" a zo skignet war Arte emberr   

Skignet e vo ar film bevaat "Un den 'zo marvet" war Arte fenoz . Savet eo bet ar film-bevaat-se diwar bandenn-treset Kris ha Etienne Davodeau. Lazhet e oa bet Edouard Mazé, ur micherour, gant ar boliserien e kerzh ur vanifestadeg e 1950 e Brest. René Vautier en doa filmet pezh oa c'hoarvezet goude-se e-kerzh ar manifestadegoù hag an harzoù-labour. Ar c'homedian Tangi Merrien en doa roet e vouezh d'un dudenn deus ar film.