Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Ouzhpenn 1100 saver-moc'h a zo ezel Evel'up
Ouzhpenn 1100 saver-moc'h a zo ezel Evel'up © Maxppp - JEAN LOUIS PRADELS

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 14 juin 2018 Durée : 8min

Un davarn nevez e Montroulez evit mont da welet ouzh krogadoù melldroad kib ar bed. Salver brezhoneg Groe oa bet gwelet ivez hiriv war an enezenn, enrolladurioù talvoudus tre n'oa graet 50 vloaz-zo. Evel'up, setu anv kooperativ nevez saverien-moc'h bro Leon.

Montroulez : un davarn nevez evit heuliañ krogadoù kib ar bed melldroad   

Anavezout a rit marteze ar bier anvet "Bleizi du", produet e Montroulez. A-benn digwener e vo digoret un ostaleri, e-tal ar vreserezh, e krapenn Sant-Nikolas, a-us d'ar c'homiserdi. Skipailh ar vreserezh Bleizi Du a gemer harp war kib ar bed melldroad evit digeriñ o zavarn. Kinniget e vo "bier mat" ha n'eo ket "kronenbourg" a embann fraezh hag uhel Morgan Rohou-Vallet, paotr Bleizi Du. 

Biskoazh kement all ! Un Alaman salver brezhoneg enez Groe   

Distroet eo Elmar Ternes war enez Groe. Kelenner skol-veur Hambourg, n'oa studiet brezhoneg enez ar Morbian, 50 vloaz zo. Evit-se n'oa enrollet un neubeut brezhonegerien eus Groe.E Breizh en deizioù-mañ e oa bet pedet e Groe, gant tud an enez evit e drugarekaat. Ul lid a enor oa gouestlet dezhañ diryaou. José Calloc'h, Loeiz er Bras hag Elmar Ternes ouzh mikro Jañ-Luk Bergot. 

Evel'up : ur c'hooperativ-meur nevez zo b'ar vro 

Savet eo bet ar c'hooperativ-se diwar Prestor hag Aveltis. Embannet eo ez-ofisiel kement-mañ diryaoou da noz da geñver un emvod meur e Karaez. Dont a ra da vezañ Evel'up brasañ kooperativ saverien moc'h e bro Frañs, par d'ar Cooperl. Ouzhpenn 1100 saver-moc'h a zo bremañ ezel Evel'up. Gwilhom Roue hag a oa prezidant Prestor a zo bet anvet a brezidant Evel'up.   

Mont pelloc'h ganti | Evel'up : la nouvelle coopérative porcine géante en Bretagne