Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Poent e vefe diorroiñ ar c'helenn brezhoneg emezo
Poent e vefe diorroiñ ar c'helenn brezhoneg emezo © Radio France - Tudi Crequer

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 15 juin 2018 Durée : 11min

Komzet hon oa kalzig diwar ar sportoù. Bugale ar vro o doa roet deomp o santimant diwar-benn kib ar bed melldroad. Gourdoner kozh David Gaudu zo pase laouen e kemerfe perzh ar breizhad en Tro Bro Frañs. Ha goulenn a ra mod-all ur c'hevre kevredigezhioù vefe kelennet brezhoneg d'an holl skolidi !

Tro Bro Frañs : ur breizhad all a gemero perzh !  

Kemer a raio perzh David Gaudu, paotr Lann-Tivizio, da Dro Bro Frañs marc'h-houarn. Kudennoù a zo gant e gamalad Thibault Pinot deus ar skipailh Groupama FDJ. Ne c'hell ket kemer perzh er redadeg. Setu David Gaudu, 21 bloaz, a zo bet galvet evit kemer e blas. Denis Le Cam oa gourdoner David Gaudu etre e 16 hag 20 vloaz, pa oa hennezh e skipailh an UC Briochine.

Un eurvezh brezhoneg d'an holl skolidi e c'houlennont  

Sevel a ra o mouez ar gevredigezhioù kelenn ar brezhoneg. Mervent, KLT, An Oaled, Sked a c'houlenn fraezh kaout muioc'h a arc'hant evit reiñ kentelioù tanvañ d'ar brezhoneg d'ar vugale er skolioù kentañ derez e Penn-ar-Bed. Reiñ a reont ar pevar kevredigezh-se un eurvezh kentel ar sizhunvezh da 8000 skoliad en departamant. Met ret eo dezho nac'hañ mont e skol-mañ-skol abalamour d'un diouer a arc'hant publik evit paeañ ar gelennerien. Displegadennoù Gwenola Ropars, bez-prezidantez Mervent.

Kib ar bed ar velldroad : bugale diwan Kerango a sello ouzh ar matchoù !   

Skipailh Bro C'hall a c'hoario e grogad kentañ warc'hoazh ouzh Aostralia. Maread a voused vezo peg ouzh  ar skramm bihan evit sellet ouzh ar c'hrogad evel skolidi diwan Kerango, e Brest. Jañ-Luk Bergot a zo bet da gaozeal ganto.