Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Yannick Kerlogot, kannad Bro Wengamp
Yannick Kerlogot, kannad Bro Wengamp © Maxppp - DAVID ADEMAS

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 20 juin 2018 Durée : 11min

Emmanuel Macron a zo e Breizh betek warc'hoazh. Embannet n'eus traoù fetiz evit ar milinoù-avel war vor ha promesoù n'eus graet ivez evit Diwan. Diwar benn Nolan Roux e Gwengamp ha dañjerusted ar c'hirri-tan hon oa komzet ivez.

Macron : mont fonnusoc'h ha marc'hadmatoc'h gant ar raktresoù milinoù-avel war vor  

Emmanuel Macron zo b'ar vro. Dimerc'her vintin en eus embannet ez afe c'hwec'h raktres park milinoù-avel war vor betek penn. Ar rakters e bae Sant Brieg a dle bremañ bezañ echuet a-benn 2023. Mont a raio founnusoc'h al labourioù ha dispignet e vo 40% neubeutoc'h a arc'hant publik evit pezh oa raktreset hervez ar Prezidant. Ur c'heloù mat eo hervez Alain Gouronnec, aotroù-maer Lanvodez.   

Da lenn / Eolien en mer : Emmanuel Macron confirme les six premiers projets de parcs français pour une facture globale à la baisse

Macron : diskoulmoù evit Diwan ?   

Daoust-ha diskoulmoù a vo evit ar skolioù Diwan ? An depute Yannick Kerlogot a oa gant ar Prezidant a-hed an dervezh. E kerzh ar pred en eus bet tro da blantañ kaoz diwar-benn ar skolioù Diwan. "Lavaret en eus din e oa ret kavout un diskoulm padus." "Fiziañs a zo ennon" eme depute Bro Wengamp.   

Da lenn / "Le Président veut trouver une solution pérenne pour Diwan" selon le député Yannick Kerlogot

Un abadenn evit kizidikaat ar vlenierien war an oad  

Hervez ar sifroù e vefe an dud war an oad perzh 'barzh 9% deus ar wallzarvoudoù war an hent. E Landivizio 'oa aozet en abadervezh-mañ ur brezegenn e brezhoneg 'benn kizidikaat anezho da god an hent ha d'an diaesterioù a c'hellont kaout abalamour d'o gorf o koshaat. "Vas-y" eo anv ar program titouriñ. Lusket e oa an abadenn gant un ergoterapeutourez hag ur c'helenner deus ur skol bleniañ. Pennad-komz gant François Caroff deus Peñzez ha Jean-Yves Jezequel deus Taole.   

Fulor ar Vrestiz o welet Nolan Roux gant Gwengamp  

Fuloret eo un toullad a suporterien deus skipailh melldroad Brest. Ne gomprenont ket perak en deus sinet Nolan Roux ur c'hontrad gant War raok Gwengamp. Nolan Roux a zo bet ur "star" e Brest. Lakaet en doa kalz a balioù gant ar Vrestiz etre 2009 ha 2011. Met abaoe dimeurzh da noz eo fuloret mik lod deus ar suporterien a-eneptañ. Anne Jaffré a zo ur suporterez deus Brest, kompren a ra dibab Nolan Roux memestra.