Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Trec'h e oa bet an Oriant war Brest evit ar match kentañ (4-2)
Trec'h e oa bet an Oriant war Brest evit ar match kentañ (4-2) © Maxppp - Télégramme

Keleier Noz Tudi Crequer

Diffusion du lundi 16 avril 2018 Durée : 11min

Gant piv z'aio ar maout ? Degemer a ra paotred Brest skipailh an Oriant ! Lakaet zo bet ar gomz ivez war laeradenn kalon Anna Breizh. Bet e oamp bet da Gwerleskin ivez, echu eo da vat ivez gant Tilly Sabco e Gwerleskin.

SB29/FCL : bezañ trec'h evit pignat e lig 1 !   

Degemer a ra kleub Brest hini an Oriant. Ur match mil a-bouez eo evit gellout derc'hel gant ar soñj pignat e lig 1 e fin ar c'houlzad. Klevet e oa bet soñj Luca Rault, suporter an Oriant hag hini Tangi Gueganton, suporter Brest. Eveljust, pep hini a soñj dezhañ e vo trec'h e skipailh war an hini all. "Un derby a zo ispisial atav !" eme Luca Rault.   

Heuliañ ar match war-eeun (e galleg) / Football | Ligue 2 : Brest-Lorient, beaucoup plus qu'un derby 

Gant piv eo bet laeret kalon Anna Breizh  ?   

Aon o deus izili poellgor Anna Breizh e vefe teuzet kalon an Dukez evit tennañ mad deus he c'halon. Ar voest kizellet en aon a oa er mirdi Dobrée e Naoned betek digwener da noz. Met laeret eo bet ! Goulenn a ra Poellgor Anna Breizh digant al laer, pe laerien mont e darempred ganto, evit ober ar baz-valan etrezo ha kuzul departamant al Liger-Atlantel. Prest eo an departamant da baeañ evit kaout ar relegenn en-dro. Displegadennoù Padrig Malrieux, prezidant Skol Uhel ar Vro, ha Fulup Lanoe, sekretour Kreizenn istor Breizh.  

Mont pelloc'h ganti / Piv 'neus laeret kalon Anna Breizh ?

Tilly Sabco : aet eo da netra an embregerezh   

Prenet eo bet dorioù Tilly Sabco. Ne z'eus bet embregerezh ebet evit lakaet e anv hag adprenañ uzin Gwerleskin. N'eo ket skarzhet avat ar 64 goprad, ret e vo gortoz b'ar gêr  barnedigezh al lez-varn. Ar stal LDC a vefe dedennet koulskoude evit prenañ mekanikoù zo hag evit goprañ en dro implijidi zo met "ne ouezomp ket c'hoazh pet a dud nag e pelec'h" hervez Nadine Le Guen. Pennad-komz gant Nadine Le Guen, dilennadez CGT Tilly Sabco.