Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Dilezel al labour-douar boutin ha sevel saout brizh-du : penaos 'n em dennañ ?
Dilezel al labour-douar boutin ha sevel saout brizh-du : penaos 'n em dennañ ? © Maxppp - Marc Ollivier/PHOTOPQR/OUEST FRANCE

Les informations en langue bretonne Katell UGUEN

Diffusion du mardi 26 juin 2018 Durée : 10min

E BREZHONEG | Kib ar bed ar velldroad, labour-douar ha blaz ar vakañsoù-skol, setu program ar c'heleier !

Kib ar Bed : tra ! 

Pal ebet etre Frañs ha Danemark bremaik evit eizhvedenn gourfennoù Kib ar Bed ar melldroad. Diellfennañ 'reomp ar c'hrogad damm-c'houllo-mañ gant Louis Bocquenet. C'hoarier a-vicher eo bet Louis.  

250 000 Euro da resteurel e korf daou viz 

Sezi war un atant, setu an aon a sav e Plougerne. Ur c'houblad a zle 250 000 Euro 'vit sevel e stal en-dro. Dibabet o deus ober gant skiant-vat ha gwelet 'rimp n'eo ket memes gounidoù ha gant al labour-douar boutin.  

Agrilocal 29 : ur savenn evit tostaat boued ar vro ouzh tud ar vro 

Evit ma vo muioc'h a voued bio ha deus ar vro er c'hantin, setu pal ar savenn lañset e Penn ar Bed. Reiñ muioc'h a bouez el liamm etre ar broduerien hag ar marc'hadoù publik.  

"Fou DT" : arvest ar skolidi 

E Kemper e oa hiziv skolidi hentennoù katolik Penn ar Bed. "Fou DT", sed aze anv an emgav war dem ar c'hoariva hag an dañs. Disoc'h labourioù fardet a-hed ar bloaz. Hiroc'h a glevomp e fin ar c'heleier-mañ.