Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Gaïdig ar Rouz a ro bod da repuidi yaouank b'ar gêr
Gaïdig ar Rouz a ro bod da repuidi yaouank b'ar gêr © Radio France - Aurélie Lagain

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 27 août 2018 Durée : 11min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn manifestadeg ar falc'herien en un uzin deus Triskalia e Groñvel. Manifestiñ 'ra ivez tud ar vro e Kemper evit skoazell repuidi yaouank taolet d'ar straed. Ha trouz a zo abalamour d'ur panell-hent deus Logunec'h skrivet Loguneÿ...

Falc'herien a oa bet da stankañ un uzin deus Triskalia   

En em gavet e oant abred diouzh ar mintion. Panelloù, un neubeut giton, ha manifesterien a oa dirak hag e-barzh uzin Triskalia e Groñvel. Freuzet e oa bet un neubeut traoù, diluget e oa bet urzhiaterezhioù ivez da skouer. Rebechiñ a ra ar falc'herien da d/Triskalia gwerzhañ produioù kimik. Savel a raio klemm Triskalia enep d'ar vanifesterien. Klevet zo bet ur falc'herez er c'heleier. 

Repuidi : manifestiñ a reont bep noz e Kemper   

Abaoe 10 dervezh emañ izili ar gevredigezh "le temps partagé" o kampiñ bep noz dirak iliz-veur Kemper. En em strollañ a reont war ar blasenn Sant Kaourintin evit goulenn sikour evit repuidi yaouank. Taolet int bet maez deus al lojeiz lec'h ma oant o kousket abalamour n'eo ket bet ensavet e oant dindan 18 bloaz gant al lez-varn. Dav da youlidi ar gevredigezh lojañ anezho. Ar pezh 'ra Gaïdig ar Rouz ha Yann Foucher izili deus ar gevredigezh.   

Loguneÿ e plas Logunec'h ? "Ur fazi urzhiaterezh"  

Trouz a zo abalamour d'ur panell-hent nevez. Skrivet eo warni "Loguneÿ". Padal e vez ret skrivañ "Logunec'h" e brezhoneg. Setu perak an diaoul ar skritur-se ? Dont a ra ar "c'h" da "ÿ" pa tremenit deus un urzhiaterez Windows d'ur Mac a zispleg deomp Bertrand Déléon, stlennegour.