Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Nicolas Hulot d'an 22 a viz Eost goude un emvod etre ministred
Nicolas Hulot d'an 22 a viz Eost goude un emvod etre ministred © Maxppp - Leon Tanguy

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 28 août 2018 Durée : 10min

Komzet e oa bet kalz ganeomp diwar-benn dilez Nicolas Hulot. Klevet e oa bet ganeomp stourmerien ha dilennidi ekologourien. An depute Yannick Kerlogot n'oa roet e soñj ivez. E fin ar c'heleier e oamp aet e Kemperle evit festival ar Rias.

Dipitet an ekologisted gant dilez Nicolas Hulot    

Elisabeth Kerloc'h, a zo ezel deus un toullad kevredigezhioù difenn an endro, Greenpeace pe c'hoazh Dour ha Stêrioù Breizh. "Kompren" a ra diviz Nicolas Hulot ha spi a zo ganti "ne chomo ket bremañ hep ober netra". 

"Diskouezh a ra afer Nicolas Hulot ez eus ezhomm da gaout ur gwir nerzh politikel kreñv hag emrenn evit an ekologiezh" eme ivez Yann-Fañch Kerneis, dilennad e Plouzane hag e Meurgêr Brest. "Ar santimant en oa da vezañ e-unan. ne oa den ebet o skoazell anezhañ war an dachenn politikel."

Yannick Kerlogot, depute LREM :   "Ret e vo mont pelloc'h"

Pedet e oa bet ganeomp ivez an depute Yannick Kerlogot. "Trist" eo gant diviz ar ministr kozh met difenn a ra memestra politikerezh ar gouarnamant abaoe ur bloaz. "A-benn div sizhunvezhe vo deus un emvod gant kannaded ar Republik war raok e Tours ret e vo diskouezh d'ar sitoianed eo ket klevet ar mesaj ha mont pelloc'h" eme kannad Bro Wengamp. 

Rias : lañset ar gouel "arzoù ar straed" e bro Gemperle  

Betek disadorn ez eus deus gouel ar Rias e bro Gemperle. 33 arvest a zo kinniget d'an dud ar bloaz-mañ. Cheñch parrez a ra bep ploaz ar festival-mañ. Ar bloaz-mañ eo aozet ar en Treoù Kerne. "Bep ploaz eo laouen tud ar gumun, degemer ar Rias" eme Elina Vandenbroucke, eil vaerez an Treoù e karg deus an dud a youl vat.