Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Un toullad arzourien a oa e festival Kleg' ar bloaz-mañ
Un toullad arzourien a oa e festival Kleg' ar bloaz-mañ - En arwen

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 29 août 2018 Durée : 10min

Bet e oamp bet en ur skol deus Bro Gerne lec'h ma vez tadoù ha mammoù o kempenn brav ar c'hlasoù a-raok an distro-skol. Festival Kleg' a zo en arvar, un toull a 60.000€ a zo e kef ar gevredigezh. Ha bet e oamp e Brest da heuliañ ur staj trouziañ gant an Teatr Piba.

Poent kempenn ar skolioù a-raok an distro-skol  

Tadoù ha mammoù bugale skol diwan Kerfeunteun da skouer a zo en dervezhioù-mañ o netaat pep tra evit ma vefe propr ar c'hlasoù a-raok distro ar gelennerien hag ar vugale. Malo, 6 bloaz hag Adélaïde Maligorn, mamm tri bugel, n'eus respontet d'omp goulennoù.    

Festival Kleg' : En Arwen, en arvar   

"Un tammig dipitet on" eme Jennifer Blanc, unan deus aozerien festival Kleg'. "Kollet hon eus 60.000 euro ar bloaz-mañ." Re neubeut a dud a zo deuet ar bloaz-mañ. "Kroget e oa mat an traoù gant 1040 den d'ar Sadorn met ne oa ket bet trawalc'h d'ar Sul ha d'al Lun..."  Ar bloaz-mañ e oa bet pedet strolladoù e-leiz : Jabberwocky, La Yegros, Spontus, Krismenn et Alem, Hamon Martin Quintet...   

Gouzout hirroc'h / Festival Kleg' : ret e vo prederiañ war an dazont   

Ur staj trouziañ gant Teatr Piba   

Ur stach trouziañ zo en deizioù-mañ e ti c'hoariva Lambezelleg e Brest. Lusket eo gant Elodie Fiat, trouzerez a-vicher, ha Bastien Varigault, ijinour ar son. E-pad 3 dervezh 'z eus bet lakaet bec'h war an trouziañ war al leurenn. Reportaj Jañ-Luk Bergot gant Thomas Kloarek, leurenner, Chan-Maï Ollivier, ijinour ar son, ha Krismenn, kaner. 

.