Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

La Solitaire Urgo Le Figaro en escale au Port du Légué à Saint-Brieuc.30 août 2018.
La Solitaire Urgo Le Figaro en escale au Port du Légué à Saint-Brieuc.30 août 2018. © Radio France - Johan Moison

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 30 août 2018 Durée : 7min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn an distro-skol en hentennoù e brezhoneg. Awenet eo ivez ur c'hamp vakansoù gant an abadenn Koh-Lanta, ha berzh e ra ! Bigi dre lien ar Figaro zo en em gavet ivez e Sant Brieg.

An distro-skol, hag hor yezh ?   

Mont a ra goustadik war gresk an niver a vugale en hentennoù publik, prevez ha Diwan. Ouzhpenn 18 000 a vrezhonegerien vezo skoliataet, eus ar c'hlas mamm betek an 'hini termen. Biskoazh ne vezo bet kement anezho. 13 digoradur en holl a dlefe bezañ hervez Lena Louarn, besprezidantez ar rannvro e karg deus yezhoù Breizh. Displegadennoù Lena Louarn, bez-prezidantez rannvro Breizh e karg deus yezhoù Breizh.    

Tregloh'lanta : berzh a ra ur c'hamp awenet gant an abadenn dele   

Tregloh-lanta ? Setu ar c'hentañ staj levezonet gant abadenn dele "Koh-Lanta", evit moused brezhonegerien. Ober 'ra berzh. Ugent enkrivadur neus ranket nac'hañ an Oaled, kreizenn natur Treglonou, e Bro an Aberioù. Dalc'het vez er zizhun-mañ gant bugale etre 6 ha 12 vloaz. Reportaj Jañ-Luk Bergot da selaou.    

Figaro : birvilh e porzh al legue e Sant Brieg  

En em gavet eo bigi dre lien ar Figaro. Gounnezet eo bet an tennad kentañ gant Anthony Marchand. Teir munutenn lañs hepken n'oa ar moraer war an eil hini, Thierry Chabagny. Start eo bet an tennad kentañ etre an Hawer nevez ha Sant Brieg. Diskuizhañ a raio neuze ar rederien mor e-pad un neubeut dervezhioù. Tudwal Girard zo e penn an ostaleri Mar'mousse war porzh al Legue justamant. Ar bigi zo just dirak e davarn !