Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Malo a c'hoari war dachenn velldroad Kerfeuteun e Kemper
Malo a c'hoari war dachenn velldroad Kerfeuteun e Kemper © Radio France - Aurélie Lagain

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 31 août 2018 Durée : 11min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn emvod kelaouiñ skolioù Diwan bro Plijidi diwar-benn kudennoù an distro-skol. Kaoz oa bet ivez er c'heleier diwar-benn ar studierien o deus adkroget gant ar c'hentelioù hiriv. Klevet e oa bet ivez ur paotrig n'eus c'hoant kregiñ gant ar melldroad !

Diwan : un emvod kelaouiñ dirak iz-prefeti Gwengamp   

Tadoù, mammoù ha kelennerien Diwan a oa dirak iz-prefeti Gwengamp ar mintin-mañ evit goulenn c'hoazh hag adarre diskoulmoù padus evit ar skolioù Diwan. Treutaet eo bet c'hoazh ar yalc'hadoù skoaz ar bloaz tremenet. Diaesoc'h eo ivez kaout postoù skoazellet. Kristof Marquier, zo tad ha kelenner. Efedoù fetiz tre a zo war mont en-dro skolioù ar vro emezañ. "E skol Lannuon da skouer e vo ret d'ar familhoù asuriñ peder eurvezh hanter evit kempenn ar skol pe al labourioù tro-skol, e Louanneg ez un toull a 6000 euro. Gwashaet ar jeu abaoe ar bloaz tremenet" eme Kristof Marquier.   

Adkroget ar skol dija gant studierien-zo   

An distro-skol a vo dilun evit ar vugale hag ar grennarde. Met, ur rak-distro-skol a oa dija hiriv evit lod deus ar studierien. Ouzhpenn 120 000 studier.ez zo e akademiez Roazhon, hag en o zouez Rozenn Bergot, a zo kroget gant ur stummadur skoazellerez klañvdiourez e Landerne.   

Berzh ar c'hleuboù melldroad war lañs kib ar bed  

War lañs trec'h skipailh bro frañs e Kib ar Bed ez eus un toullad bugale b'ar vro o deus c'hoant lakaat o anvioù er c'hleuboù melldroad. Leun chouk e vo da skouer hini Kerfeunteun, e Kemper. Malo, 6 bloaz, az aio e klas CP benn dilun met a-bouezoc'h eo dezhañ mont disadorn da zorioù digor ar c'hleub-mañ.