Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

150 personnes ont manifesté devant le siège de Triskalia à Landerneau
150 personnes ont manifesté devant le siège de Triskalia à Landerneau © Radio France - Valérie Le Nigen

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 4 septembre 2018 Durée : 11min

Ar breizhad François de Rugy a zo bet anvet e plas Nicolas Hulot. Gopridi hag izili Triskalia o deus inti manifestet evit reiñ da glevet o gounnar rak an "Triskalia bashing". An Onu a zo o klask gwareziñ bev liesseurted an donvor.

De Rugy, Maracineanu, cheñchamantoù er gouarnamant   

Anvet eo bet Roxana Maracineanu e post a ministrez ar sportoù e plas Laura Flessel. François de Rugy a gemer eñv plas Nicolas Hulot. Hervez Paul Molac, kannad ar Morbihan, eo François de Rugy, ur paotr "gouest, poellek,a oar penaos e tro ar breujoù, ar velestradurezh". Hervez an depute e vo aze ur ministr breizhad aketus ouzh kudennoù ar vro. "François zo tost ouzh Breizh hag evit traoù zo a denn deus Breizh ne vo kudenn ebet met marteze ar paourkaez paotr a vo beuzet gant al labour ha ne vo ket dieub awalc'h evit ober war dro, da skouer, an adunvaniñ."   

Trawalc'h gant an "Triskalia bashing"  

Tro 150 a dud o deus roet o gounnar da glevet dirak sez Triskalia e Landerne. Ar braz anezho o vezañ gopridi ha produerien laezh. Pase skuizh int gant an tagadennoù a vez ingal ouzh ar stal gounezvouedel. Sizhun 'zo o doa ar falc'herien stanket mont e-barzh an embregerezh Triskalia e Groñvel. D'ar memes koulz e klemme ur produer laezh 'barzh ar mediaoù e oa bet ur gudenn gant ar boued evit ar saout kaset dezhañ. Kudennoù yec'hed vefe bet gant e saout. . "Un toullad tud a zo o klask drailhañ tout pezh zo graet evit an douar hag an dour, ha se n'on ket evit klevet"  eme Marc Hervé a zo melestrour e-barzh ar c'hooperativ dibaoe tregont vloaz.  

Gwareziñ gwelloc'h pesked an donvor  

O prientiñ ur feur-skrid emañ ar stadoù ezel an ONU diwar-benn an donvor. Mirout ar bevliesseurted, mirout ouzh ar morioù-don da vont war falaat, aze emañ ar pal ac'hann da 2020. Ouzhpenn hanter deus tiriad ar blanedenn a zo graet gant an donvor. Hag e stad fall emañ hor morioù hervez Jean-Jacques Tanguy bet e penn komite departamant ar peskerezh e Penn ar Bed.