Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Votet e oa bet gant ouzhpenn 4000 studier e kerzh un emvod-meur dilun
Votet e oa bet gant ouzhpenn 4000 studier e kerzh un emvod-meur dilun © Maxppp - Joël Le Gall

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 17 avril 2018 Durée : 11min

Savet zo bet meur a goulenn ganeomp er c'heleier. Daoust-ha kaset e vo ar boliserien e skol-veur Roazhon 2 ? Hag-eñv e vo kresket priz an evajoù gant alkool ? Gant piv eo aet ar maout e kenstrivadeg danevelloù ar Redadeg ?

Daoust-ha kaset e vo ar boliserien e skol-veur Roazhon 2 ? 

Kenderc'hel a ra stourm ar studierien e meur a skol-veur. Dilun e oa bet votet gant ouzhpenn 4500 studier da stankañ kampus Villejean betek fin ar miz. Lavaret e oa bet gant Prezidant ar skol veur hiriv e c'hellfe aotreañ ar boliserien da zont tre ar savadurioù evit skarzhañ an emsaverien . "Aon em eus e trofe da fall" eme Olivier David, prezidant Roazhon 2. "Cheñchet n'eus ton gant ar c'homzioù n'oa a-raok " eme Jean, ezel deus komite an emsav er skol-veur. Pennadoù-komz gant Jean, emsaver, ha Stéphanie Le Pelleter, dilennadez ar studierien.

  Hag-eñv e vo kresket priz an evajoù gant alkool ?  

Goulenn a ra un toullad medisined, Irène Frachon en o zouez, e vefe lakaet ur priz diasez evit an evajoù alkool. Seul vuioc'h a alkool, seul uheloc'h ar priz. Dek kinnig all, war ar bruderezh, an taosoù pe c'hoazh an etiketennoù, a zo kinniget ganto, evit ma vefe neubeutoc'h a dud da evañ. Met war a seblant ne fell ket d'ar prezidant Macron lakaat ar muzulioù-mañ e plas. "Un afer deskadurezh eo dreist-holl" eme Tudwal Girard, ken-rener ar c'hav "Mar'mousse" e Sant-Brieg. Pennad-komz gant Tudwal Girard.   

Gant piv eo aet ar maout e kenstrivadeg danevelloù ar Redadeg ?  

Labouret zo bet abaoe miz Gwengolo gant eizh klas divyezhek pe Diwan eus Kemper war ur raktres a-denn deus ar Redadeg. Savet zo bet 13 danevell gant ar re yaouank, liammet gant an darvoud. Hag emañ ul levr niverel, un e-book o paouez bezañ embannet gant Keit vimp Bev. Fanny Chauffin, skrivagnerez ha kelennerez neus sikouret ar skolidi, reiñ a ra deomp disoc'hoù ar c'honkour !  Pennad-komz gant Fanny Chauffin.

Lenn / Trizek istor war ar Redadeg skrivet gant skolidi Kemper