Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Unan deus kalvarioù Plougastell bet kempennet evit e 400 deiz ha bloaz
Unan deus kalvarioù Plougastell bet kempennet evit e 400 deiz ha bloaz © Maxppp - B LE GRAND

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 5 septembre 2018 Durée : 11min

Komzet hon eus diwar-benn ar reformoù a vo hag a zo er skolioù medisinerezh. Graet ezo bet anv ganeomp diwar-benn ar reuz tro dro d'ar c'halvarioù e Plougastell. Ha daoust hag eñv vo sistr ? Ya ! respont ur produer.

Livet e vez kalvarioù Plougastell  

Livañ ar c'halvarioù e-mod ma 'oant kantvedoù 'zo, aze 'mañ pal kevredigezh ar seizh kalvar-meur a Vreizh. E Plougastell e vo boulc'het al labour dizale, pa 'vo livet tri savadur. 400 vloaz 'zo eo dilivet ar c'halvarioù hag hervez Dominique Cap, maer Plougastell ha prezidant ar gevredigezh, eo ur glad vras hag a-bouez er vro. Hogen, hervez kont, n'eo ket bet goulennet e soñj digant ar boblañs a respont dezhañ Andre ar Gac, maer kozh Plougastell.

Lemel an numerus clausus 'neus c'hoant ober ar gouarnamant  

Un dispac'h a vo er skolioù medisinerezh. C'hoant n'eus ar gouarnamant lemel an numerus clausus o vevenniñ an niver a danvez medisinerezh hervez France Info. Embannet e c'hellfe bezañ ez-ofisiel an diviz-mañ 'benn pemzekteiz. Traoù-zo a zo bet lakaet e plas dija ar bloaz-mañ. Displeget e oa bet muioc'h gant Shanti Ambroise, e kentañ bloavezh skol medisinerezh e Brest.

Sistr mat a vo ar bloaz-mañ !   

Dizingal eo ar c'halite hag ar c'hementad 'vit a-sell an avaloù ar bloaz-mañ. Brav eo bet an hañv met diwezhat eo deuet ar riell, ha gant se 'vez ker a-walc'h an avaloù er stalioù bras. "Oh ma Doue, ne z'eus fin ebet gant an avaloù sistr !" eme Christophe Conan a brodu avaloù e Plougastell. Fiziañs n'eus e vo mat ar chistr 'benn fin ar bloaz.