Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Tadoù ha mammoù, e penn kentañ 2018, o c'houlenn krik ha krak un eil skolaj e Landerne
Tadoù ha mammoù, e penn kentañ 2018, o c'houlenn krik ha krak un eil skolaj e Landerne © Radio France - Benjamin Bourgine

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 6 septembre 2018 Durée : 7min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn eil skolaj Landerne, diwar-benn Parcoursup ha diwar-benn ar pesketa draenigi dudi !

Un diviz e miz Here a-benn sevel un eil skolaj e Landerne ? 

"Tremenet eo mat an distro-skol" eme Sabrina Ménager, bez-prezidantez ar gevredigezh evit un eil skolaj e Landerne. Gallet o deus bugale Penn ar C'hrann hag ar Roc'h Morvan bezañ skoliatet e skolaj Meskoad. Met gortoz a ra c'hoazh hag atav an tadoù hag ar mammoù un eil skolaj. Emvodoù a vo en dervezhioù a zeu evit "prederiañ" ha divizout ma vo deus manifestadegoù nevez. "Marteze e vo kemeret un diviz d'ar c'hentañ a viz Here gant an departamant" eme Sabrina Ménager.

Parcoursup : 3000 studier hep stummadur

Hervez sifroù ofisiel ministr an deskadurezh e chom 3000 studier hep stummadur. En o zouez emañ Ewen Papy. Tapet 'neus e vachelouriezh e lise diwan Karaez. Hetoù 'noa goulennet war Parcoursup. Ouzhpennet en doa "div stummadur na blijent ket" kement-se dezhañ diwar kuzul e gelennerien hag a-benn ar fin eo bet kinniget dezhañ an daou-se hepken. Aet eo ar paotr yaouank e-biou deus e c'hoantoù. Mont a raio Ewen Papy d'ober ur servij keodedel neuze.

Ar pesketa dudi draenigi aotraet en-dro ?

Sevel a ra a-du Bodad Europa evit aotreañ adarre ar pesketa dudi draenigi e Norzh Enez Sun. Hervez ar studiadennoù skiantel diwezhañ, ne ra ket a zrouk pesketa ur penn draenog bemdez. Bloaz 'zo oa bet difennet kement-all evit gwareziñ hollad an draenigi. Un diviz sot e oa hervez ar besketerien nann-micherel. 650 anezho o doa manifestet e Moutroulez 6 miz'zo, evit lavaret ne vire netra d'ar pesked mont ha dont a-bep tu d'an harzh difetis-ze. Erwan Kastel, hentcher pesketañ e Porspoder, a zo laouen gant sav-poent Bodad Europa.