Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Marvet e oa bet milionoù a gwenan ar bloaz tremenet
Marvet e oa bet milionoù a gwenan ar bloaz tremenet © Maxppp - FRANZ CHAVAROCHE

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 7 septembre 2018 Durée : 11min

Trouz ha reuz.. lemet eo bet ur post skolaerez e skol bublik Plougerne. Ur fest-noz a vo aozet e Groñvel evit skoazell ar wenanerien. Hag abaoe 25 bloaz eo digor an Tara Inn e Brest.

Kartenn-skol : fulor kerent ha dilennidi Plougerne  

Banielloù Div Yezh a oa dirak prinistri an ensellerezh akademiez ar mintin-mañ. Deuet e oa manifesterien deus Plougerne evit gwelout an ensellerez. Divizet zo bet lemel ur post divyezhek 'barzh skol bublik Plougerne ar Priñs Bihan. Imoret fall ar gerent hag an dilennidi. Kant anezho oa en em vodet e toull-dor ar skol da 9 eur diouzh mintin. Pennadoù-komz gant Yannik Robin, maer Plougerne, Emmanuelle, mamm ur skoliad divyezhek, ha Patricia, skolaerez. 

Ur fest-noz 'benn skoazell ar wenanerien   

Abaoe ur sizhunvezh eo difennet implijout louzeier néonicotinoides e Bro Frañs. Dre faot al louzeier-se e vefe bet lazhet milionoù a gwenan ar bloaz tremenet. Jean-Daniel Bourdonnay zo gwenaner e Groñvel. Kollet en doa en nevez-amzer paseet, an div drederenn deus e ruskennoù. Aozet e vo gantañ ur fest-noz disadorn da noz e Tregornan e Groñvel a-benn rastellat arc'hant evit ur gevredigezh difenn ar gwenan. "N'eo ket pikol gwelloc'h ar jeu abaoe ur sizhunvezh" eme Jean-Daniel Bourdonnay ha ret eo arc'hantaouiñ ar stourm.   

Abaoe 25 bloaz eo digor an Tara Inn   

Mil anavezet eo an davarn-mañ e Brest.. Abaoe 25 bloaz vez degemeret riboulerien ar vro eno. Ur zihunvezhiad sonerezh, dañs ha kejadennoù a zo da gaout evit lidañ deiz ha bloaz an davarn. Savet e oa bet ur c'hard kantved zo gant an iwerzhounad Chris O'Reilly, bepred ouzh ar stur. Fiona e verc'h a genlabour gantañ.