Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Er Space e oa un toullad produerien laezh eus Kevread ar beizanted evit klem a-enep ar c'hoperativoù.
Er Space e oa un toullad produerien laezh eus Kevread ar beizanted evit klem a-enep ar c'hoperativoù. - Charlotte Kerglonou

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 11 septembre 2018 Durée : 11min

Petra a zo tremenet e Breizh hag er bed d'ar meurzh 11, a viz Gwengolo ?

Manifestadeg Kevredad ar beizanted da vare ar Space  

Roet a zo bet lañs d'ar Space, saloñs al labour-douar e Roazhon, d'ar meurzh 11 a viz Gwengolo. Ha deuet e oa un toullad peizanted da vanifestiñ. Ankeniet eo Kevredad ar beizanted gant afer Synutra, usin laezh Karaez. Gallout a rafe bezañ prenet gant Sodiaal en dro.   

Dleoù bras 'neus Synutra war a seblant hag aon 'neus ar broduerien e vefe lakaet an dleoù-se war o chouk. Ar gwazhañ evit Charlotte Kerglonou, produerez laezh en Il-ha-Gwilun, eo e "chom kuzh an traoù. Desket hon eus ar c'heloù-mañ gant ar c'hazetennoù. Gouzout a reont ez eo bet kollet 50 million a euroioù gant Sodiaal dija. Ha piv a baio ? Ar broduerien." 

E Roazhon e oa hiziv ministr al labour-douar.

Kelou ebet deus ar rektordi evit skol Plougerne  

Resevet e oa bet dimeurzh kerent bugale skol divyezhek Plougerne hag an dud dilennet er rektordi, e Roazhon met netra nevez. Ne ouezer ket c'hoaz'h ma vo dalc'het pe distrujet ar pemvet post skolaerez. Dimeurzh ivez e Roazhon oa bet soutennet skol ar Priñs Bihan, gant Léna Louarn, eil brezidantez ar rannvro e karg deus yezhoù Breizh.  

Emañ ar Fest Jazz o klask 12.000 euro  

12.000 euro : setu ar sammad a vank e kef ar Fest Jazz, ar gouel aozet bep hañv, aozet abaoe pevarzek bloaz, e Kastell Nevez. Emañ neuze ar gevredigezh a aoz ar gouel o paouez reiñ lañs d'ur c'hrowdfunding.  

Lenn ar pennad klok amañ.   

Ul levr fotoioù diwar-benn iliz Tremael  

Daou vloaz zo e oa distrujet iliz Itron Varia Trugarez, e Tremael, e bro Dreger, gant un tan-gwall. Ne jome nemet ludu deus ar savadur, unan deus ilizoù bravañ ar vro.  Evit displegañ istor an iliz zo bet savet ul levr gant ar rannvro. Kalz a fotoioù a zo e-barzh, kemeret a-raok ha goude an tan-gwall. 

Ha kelou mat ivez.  "Kempennet e vo ar savadur istorel, krouet er pemzekvet kantvet, a-benn daou vil naontek. Emaomp o vont da reiñ lañs d'ur galv evit kavout artizaned", a zispleg itron maer Tremael, Thérèse Bourhis.