Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Sonerien Bagad Boulvriag
Sonerien Bagad Boulvriag - Facebook Bagad Boulvriag

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mercredi 12 septembre 2018 Durée : 11min

Petra zo en em gavet er vro hiriv ?

A-benn disul e vo roet lañs d'ar c'houlzad chase   

E Penn-ar-Bed, ma zo renablet tro 9300 chaseour, e vez lakaet pouez da reoliañ ar spesadoù loened, dreist-holl ar c'hrivi hag ar moc'h-gouez. Bodet e oa kevredad chaseourien Penn ar Bed e kastell Trevarez hiriv a-raok na krogo ar c'houlzad. E Trevarez eta e kaver ar chapel nemeti e Breizh en enor da Sant Hubert, sant paeron ar chaseourien. Pennad-komz gant Per Menez, bet prezidant kevre chaseourien Penn ar Bed.   

Mankout a ra arc'hant gant Bagad Boulvriag evit seniñ er c'hentañ rummad  

Emañ bagad Boulvriag o klask rastellat 28 000 euro ! Berzh 'neus graet ar sonerien ar bloaz-mañ er genstrivadegoù. Pignat a ra neuze ar strollad deus an eil rummad d'ar c'hentañ hini ! Met tapet berr eo ar bagad a-fed arc'hant. Ezhomm en deus 28 000 euro evit prenañ binviji nevez. "Evit pezh a denn deus ar binioù bras e vez betek-hen amprestet digant strolladoù all. Klask a reomp prenañ 10 binioù bras ha 10 taboulin evit sonerien nevez a teufe da c'hoari ganeomp pe zoken evit kaout dafar a-feson" hervez Morgan Guinot.   

"Muioc'h mui a dud" o kemer kentelioù brezhoneg   

Ouzhpenn 360 danvez-brezhoneger.ez zo ar bloaz-mañ er greizennoù stummañ. Heuliañ a rint e-pad 6 pe 9 miz kentelioù a-benn mestroniañ hor yezh. Visant Roue zo rener ar pol studioù ha diorren e ofis publik ar brezhoneg. Hervezañ eo brav ez afe an niver war gresk a  vloaz da vloaz. 60 deskard a oa hepken e 2003.