Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

29 vet nozvezh ar gavotenn e Poullaouen
29 vet nozvezh ar gavotenn e Poullaouen - Dañs Tro

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 13 septembre 2018 Durée : 7min

Petra nevez b'ar vro ?

Steuñv paourentez ar gouarnamant

Steuñv paourentez ar gouarnamant zo bet roet da 'houzout hiziv. Eizh miliard a euroioù vezo postet e korf ar 4 bloaz a zeu. E mesk traoù all e vo ingalet dijuniñioù digoust 'barzh skolioù karterioù diaes, rak ez eus re a vugale oc'h ober kof moan a-raok degouezhout er skol. E Rekourañs, emañ skol Diwan Kerañgo, unan eus karterioù paour Kêr Brest. Evit 'toare o deus an holl skolidi tapet o dijuniñ a-raok kregiñ gant ar skol. Pennad-komz gant Aziliz, renerez ar skol. 

Nozvezh ar gavotenn zo kroget 

Roet zo bet lañs Diriaou da noz da Nozvezh ar Gavotenn. An 29vet abadenn a bado betek disul, an dañs o vezañ e penn an abadenn. Penaos 'ta lakaat un emgav ken bras da badout en deiz-a-hiziv ? "Oc'h en em zigeriñ war an holl" eme Christian Rivoalen, kaner ha perzh 'barzh aozadur Nozvezh ar gavotenn.