Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Amzer vrav e Brest !
Amzer vrav e Brest ! © Maxppp - E. LE DROFF

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 20 avril 2018 Durée : 10min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn ar stourm evit un hentad divyezhek e Muzilheg. Daoust-hag e ouezit ivez e vo ar Redadeg war vor ? Komzet hon oa gant bretoned laouen ken-ken gant an amzer vrav !

An hentad vrezhoneg el lagenn e Muzilheg   

Dibunañ e kreiz-kêr zo bet graet gant tadoù ha mammoù ar skolidi ar mintin-mañ e Muzilheg. e traoñ ar Morbian en deskadurezh prevez katolik. Ur wech ouzhpenn eo bet nac'het gant ar rektorelezh digeriñ ur c'hlasad divyezhet e-barzh ar skolaj Santez Bernadette. Padal e kerzh mat-kenañ er c'hentañ derez lec'h e oa bet digoret an hentad 7 vloaz zo gant daou skoliad ha tri ugent. Displegadennoù Jañ-Luk Bergot.   

Rouzañ o peus graet ivez hiriv ?   

Biskoazh kement-all ! Parañ a ra an heol abaoe penn kentañ ar sizhunvezh. Ur mor a dud a oa neuze o profitañ deus an amzer heolek. Ar sevennourez Soazig Danielou a oa staliet mat o evañ ur banne er pub an Tara Inn evit "labourat". Ewen Seznec, labourer en Tir Na Nog zo bet klevet ivez ! Pennadoù-komz gant Soazig Danielou hag Ewen Seznec.   

N'eo ket ur burzhud... redet e vo war ar mor !   

Ar Redadeg 2018 evit ar Brezhoneg 1 800 km o redeg dizehan , etre Kemper ha Plougerne e penn kentañ Mae a zeu. Dimeziñ an Argoat gant an Arvor vezo graet gant ur seurt rag-redadeg war vor. 100 mil mor vezo lakaet e gwerzh da geñver dekvet deiz ha bloaz an darvoud. Tifenn karget a ziorenn evit ar Redadeg 2018 a zispleg deomp hirroc'h ouzh mikro Jañ Luk Bergot.