Du lundi au vendredi à 19H00.

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer
Deomp da vro Guyan ! Gireg Rannou a labour war dro ar c'hantved fuzeen Ariane 5. Komzet hon eus ivez diwar-benn un "ekotaos" nevez. Ur bloaz goude eo c'hoazh start da gumunioù-zo ober hep kevratoù skoazellet.
Ariane 5 : ur breizhad zo o labourat war ar c'hantved hini
Gireg Rannou zo staliet abaoe tri bloaz e Kourou e Bro Guyan. Ijinour eo er Cnes, kreizenn broadel an egor. Paotr Kawan zo bammet bep taol o welet fuzeenoù o vont kuit davet an egor. Heuliet en doa kentelioù brezhoneg deus ar skol bublik e Kawan betek al lise An Danteg e Lannuon. Gouest eo hiriv da gaozeal diwar-benn e labour e kreizenn Kourou. "Abaoe 22 vloaz e vez tennet fuzeenoù Ariane 5 hag ur fest bras e vo ar c'hantved hini" eme paotr bro Dreger.
Distro an ekotaos ?
Emañ ar gouarnamant o labourat war un taos nevez. Ur pegsun a vefe ret paeañ ha pegañ war an holl kamionoù, pe vefent gall pe deus ar vroioù estren. Un ekotaos nevez eo hervez an FNTR, sindikad an transporterien. Jean-François Ar Gall zo e penn un embregerezh kirri-samm e Logivi-Plougraz. N'eo ket a-du tamm ebet paeañ un taos nevez. "Trawalc'h hon eus da baeañ dija" emezañ.
Bloaz'zo e oa bet ehanet ar Stad da arc'hantaouiñ ar c'hevratoù skoazellet
Estreget ar skolioù a zo bet lakaet diaes gant distruj ar c'hontradoù skoazell, ar c'humunioù ivez. Hervez ur studiadenn war ar strollegezhioù lec'hel, ur gumun diwar pemp 'neus kudennoù abalamour d'an abeg-se. Displegadennoù Pauline Kerscaven.