Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Un mouvement interassociatif était organisé à Paris contre les difficultés d'accès à la PMA pour les couples de femmes.
Un mouvement interassociatif était organisé à Paris contre les difficultés d'accès à la PMA pour les couples de femmes. © Radio France - - Julie Guesdon

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du mardi 25 septembre 2018 Durée : 12min

Degemeret e vo an 58 divroad deus an Aquarius gant broioù Europa. A-du eo ar C'homite etik evit reiñ ar gwir d'an holl vaouezed kaout bugale dre PMA. Tost echu ar festival Quartier Lib' e Rekourañs.

Un diskoulm, war verrdermen, evit divroidi an Aquarius   

Degemeret e vo divroidi an Aquarius gant Bro C'hall, bro Spagn ha bro Bortugal. Un emglev zo bet gavet ganto. Spontus eo an doare da gevraouiñ gant ar vroioù european all, eme ar c'hevredigezhioù a sikour ar repuidi. Patrick Prigent eo ezel deus ar gevredigezh Habitat humanisme. Roet e vez bod d'an divroidi e Kemper ganto. "Ret eo en Europa kaout ur mod d'ober" ha lavar da vro-mañ-bro "degemer" an divroidi hervez ar C'hemperad.   

Reiñ ar gwir d'an holl vaouezed kaout ur bugel dre PMA   

Roet en deus ar c'homite etik e soñj. Mat e vefe aotreañ ar c'houpladoù maouezed petramant ur vaouez he-unan kaout bugale gant skoazell ar vedisinerezh. Er c'hontrol e chom a-enep ar GPA d'an holl ar c'homite etik-mañ. Anais Hascoet, 'neus bet ur bugel gant he gwreg dre ar PMA. Met, hir eo bet an hent evito. "Ret e oa bet deomp mont da Vro Veljia ha da Vro Saoz" eme Anaïs Hascoët. 

Tost echu eo ar festival Quartier Lib' e karter Rekourañs  

A-benn warc'hoazh e vo echu gant ar gouel Quartier Lib' e karter Rekourañs e Brest. Atalieroù a bep seurt, abadennoù sport, prederouriezh ha kaozeadennoù zo bet e-pad ur sizhunvezh. Aozet e oa an darvoud se evit ar wech kentañ. "C'hoant hon oa o defe an dud ur sell disheñvel war ar c'harter ha reiñ digarezioù d'an dud da gaozeal asambles" eme Marion Kerglonou, ezel eus ar gevredigezh Coucou Recou.