Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Dispak, ur gelaouenn nevez'zo
Dispak, ur gelaouenn nevez'zo - Dispak

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Bank ar boued a zo o sikour muioc'h mui a dud. Dispak, ur gelaouen niverel nevez e brezhoneg zo deuet maez. Fachet Div Yezh gant bilañs an distro-skol-mañ.

Keleier France Bleu Breizh Izel an 28 a viz Gwengolo

Bank ar boued : "muioc'h a dud 'neus ezhomm sikour"   

Birvilh a zo e bank ar boued e pep korn ar vro, pa 'vo aozet dastumadeg bras ar bloaz, dizale. E-barzh 250 stal a Benn ar Bed e vo pedet an dud da reiñ un tamm boued pe dafar d'en em walc'hiñ. An dastumadeg bras 'vo d'an 30 a viz Du ha d'ar c'hentañ a viz Kerzu. Charles Normand a zo a-youl-vat dibaoe meur a vloaz 'barzh bank ar boued Kemper. Spontet eo o wel' ez eus muioc'h-mui a ezhommoù en departamant.

Dispak : ur gelaouen holl vrezhonek nevez   

Lañset zo bet Dispak, ur gelaouen nevez, gant ur strollad bretoned. "Hor c’helaouenn a ginnigo ur savboent breizhek, diouzh hor spered, diwar hon istor hag hor plas er gevredigezh deomp-ni, hervez hor c’hoantoù skrivañ ivez. Ar fent hag an dudiamantoù a vo ivez war ar renk e-mesk ar c’heleier hag ar pennadoù boutin." Mevena Guillouzic-Gouret, perzh ar skipailh 'neus displeget deomp hirroc'h.

Dipitet Div Yezh gant an distro-skol-mañ  

"Divizet e oa bet gant ar c'huzul akademiez e miz Gwengolo 2017 e vefe lakaet war ar stern 21 raktres hag a-benn ar fin eo bet digoret 8 klas divyezhek nevez hepken er c'hentañ derez", eme Remi Toulhoat, prezidant Div Yezh Breizh. En eil derez, pevar raktres diwar c'hwec'h a zo aet betek penn.