Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Le collectif Carpe-Diem défend l'accès à Tibidy
Le collectif Carpe-Diem défend l'accès à Tibidy © Radio France - Christophe Dewaele

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du jeudi 27 septembre 2018 Durée : 6min

Savet on eus div goulenn fenoz. Daoust-hag-eñv e c'hellfe bosenn afrikan ar moc'h erruout e Breizh ? Ha peur e vo moien ober adarre tro enezenn Tibidy ?

Daoust-hag-eñv e c'hellfe bosenn afrikan ar moc'h erruout e Breizh ?   

E bro Veljia, lec'h ma zeus bet kavet triwec'h pemoc'h gouez tapet gant ar c'hleñved , vo lazhet, adalek warc'hoazh, pevar mil penn-moc'h. Aon o deus bremañ saverien Bro C'hall e tegouezhfe betek o atantoù. Goulenn a ra da skouer an FNSEA ha kevre broadel ar c'hig moc'h, e vefe lazhet kalz muioc'h a voc'h-gouez, dreist-holl kostez d'an harz gant bro Veljia. Hervez Per Menez, medisin loened war e leve, ezel bepred eus servij broadel evezhiañ al loened gouez, e c'helfe degouezhout betek Breizh.   

N'eus ket tu ken ober tro enezenn Tibidy   

Enezenn Itbidy zo en Ospital, etre Landerne ha Kastellin, e beg ar stêr Aod, war vord morlenn Brest emañ. Fachet mat eo ur strollad annezidi gant emzalc'h perc'henn enezenn Tibidy. Savet zo bet klouedoù ganto a-benn difenn d'an dud dont da bourmen. Jean Keromnes, zo bet maer e-pad 18 bloaz. Ganet e oa e Tibidy ha bremañ "'neus ket moien ken ober tro an enezenn". Gervel a ra ivez da vanifestiñ d'ar 6 a viz Here.