Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

30 vloaz skolaj Diwan ar Relek a vo lidet warc'hoazh
30 vloaz skolaj Diwan ar Relek a vo lidet warc'hoazh - Diwan

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du vendredi 28 septembre 2018 Durée : 11min

Manifestadeg e Naoned evit adunvaniñ ar vro. E Brest, ranndiez kentoc'h evit un toull bac'h ? Dervezh broadel ar re vouzar : ur jubennour a zispleg e labour. 30 bloaz skolaj kentañ Diwan.

Manifestiñ evit adunvaniñ  

Lañset eo ur galv evit mont da vanifestiñ e Naoned evit goulenn, ur wech c'hoazh, adunvanidigezh ar vro. Savet e oa cheu daou vloaz-zo ha warlene ivez. Setu gant piv eo aozet ha piv a zo gant ar soñj mont da vanifestiñ ? Displegadennoù Pauline Kerscaven.

Ranndiez kentoc'h evit un toull bac'h ?   

Daoust-hag e vo savet ranndiez e plas toull-bac'h Brest Pontaniou ? D'an 12 a viz Here, e-pad kuzul Meurgêr Brest, e tivizo marteze an dilennidi da werzañ ar savadur d'un embregerezh-tiez. Savet e oa bet ar prizoun e-penn kentañ an 19vet kantvet, e karter Rekourañs. A-enep ar raktres e sav un toullad tud, familhoù rezistanted marv en toull-bac'h met ivez Jeremy Kostiou, ezel eus kreizenn enklaskoù istorel bro Leon

Dervezh broadel ar re vouzar  

Kinniget e vo warc'hoazh e Kemper un dervezh evit kizidikaat an dud ouzh kudennoù a sav gant an dud bouzar en hor gevredigezh. Adalek 10e war ar blasenn sant Kaourintin e vo deus ur vilajenn aozet gant kevredigezhioù e preg gant an tem-se. Savet zo bet ivez gant ar c'hevre kevredigezhioù-mañ ur strollad jubennourien. Gall a ra an droerien-se bezañ galvet e n'eus forzh peseurt darvoudoù. Tristan Lever-Crue zo jubennour a-vicher e Poitiers. A-wechoù eo galvet evit "gouelioù" met ivez evit "interamantoù".

Abaoe 30 vloaz ez eus deus ur skolaj Diwan  

Digoret e oa bet ar skolaj kentañ e Brest, tregont vloaz'zo. Warc'hoazh e vo lidet an deiz-ha-bloaz-mañ. Pedet zo bet an holl re a zo bet skolajiad pe kelenner ennañ. 218 skolajiad.ez a zo hiriv-an-deiz er skolaj pa ne oa nemet eizh, tregont vloaz-zo. En o zouez e oa Tangi an Hostis, kelenner sport e skolaj Diwan Penn-ar-Bed eo bremañ. "D'ar poent-se e ouiemp e oa un dra disheñvel."