Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Charles Aznavour au Salon du livre de Paris 2006 - dédicaces sonores
Charles Aznavour au Salon du livre de Paris 2006 - dédicaces sonores © Radio France - Catherine Grain

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 1 octobre 2018 Durée : 11min

Charles Aznavour : ouzhpenn un arzour e oa ur stourmer hervez Alan Stivell. Indonezia : ur galv arc'hant zo gant an Unicef. Un eil skolaj publik a vo e bro Landerne !

Charles Aznavour : ouzhpenn un arzour e oa ur stourmer  

94 bloaz e oa ar c'haner mil anavezet. Sur tre ho peus klevet dija unan deus e ganaouennoù : "La Bohème", "J'me voyais déjà" pe c'hoazh "Mourir d'aimer" ha "For me dable". Gantañ oa bet difennet ivez Bro Armenia, hini e familh. Kanet e oa bet da skouer ar ganaouenn "Ils sont tombés", lec'h z'eus kaoz diwar-benn ar gouennlazh.  Tro n'oa bet Alan Stivell da gaozeal gant Charles Aznavour. "Skoazellet n'eus kalz Bro Armenia" eme ar breizhad.   

Indonezia : ur galv arc'hant zo gant an Unicef  

Marvet zo bet eizh kant pevar den ha daou ugent war inizi ar Célèbes e bro Indonezia Hervez an ONU 'zeus ezhomm sikour kasi 200 000 den. Ezhomm a zo dour, boued pe c'hoazh louzeier. Sevel a ra an UNICEF ur galv evit rastellat arc'hant a benn sikour ar vugale. An ajañs-se zo stag diouzh an ONU ha gouestlet da skoazell ar vugale tro dro d'ar bed. Marie-Thérèse Penn, zo ezel deus an UNICEF. "Ar buanañ ar gwellañ evit mont da sikour an dud" emezi.   

Un eil skolaj publik a vo e bro Landerne !

Embannet eo bet gant kuzul departamant Penn-ar-Bed e vo savet ur skolaj nevez a-benn pemp bloaz. Stourmet oa bet gant tud ar vro rak eo leun chouk ar skolaj publik nemetañ ar vro, hini Mescoad. An hini nevez a vo gouest da zegemer etre 350 ha 400 skolajiad. "Ur blijadur eo gouzout" kement-mañ eme Sabrina Messager, bez-prezidantez ar gevredigezh anvet "Evit un eil skolaj e Landerne". "Ur c'heloù mat eo" eme ivez Jean-Bernard Floc'h, dilennad e ti kêr Landerne.  D'an 18 a viz Here e voto dilennidi ar c'huzul departamant ar steuñv war ar skolajoù. Da neuze e vo kadarnaet ez-ofisiel e vo staliet un eil skolaj e Landerne.