Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

D'ar 16 a viz Kerzu 2011 en oa an TK Bremen graet peñse war hon aodoù.
D'ar 16 a viz Kerzu 2011 en oa an TK Bremen graet peñse war hon aodoù. © Maxppp - Patrick Guigueno

Les informations en langue bretonne Katell Uguen

Diffusion du mercredi 3 octobre 2018 Durée : 11min

Kigerezhioù taget e Brest. Petra 'zo peg 'barzh an dud a-enep d'ar c'hig ? Kevredigezhioù doujañ an endro a zo o c'houlenn kontoù digant kabiten an TK Bremen, ar vag 'n oa graet peñse e 2011 en Erdeven. Ha kendalc'h maered ha kumunioù Penn ar Bed a vo dalc'het warc'hoazh ha digwener e Brest.

Div gigerezh a Vrest a zo bet livet gant eneberien d'ar c'hig e noz dec'h da hiziv 

Sevel klemm a raio an daou artizan deus koc'hu Sant Loeiz. "Stop da lazhadeg al loened", setu an doare frazennoù a c'heller lenn muioc'h-mui war  lod stalioù e Frañs a-bezh. Petra 'zo peg 'barzh an dud a sav a-enep d'ar c'hig ? Souezhet eo Theo Kere, kiger e Kemper gant seurt darvoudoù.  

Ar mintin-mañ eo kroget prosez kabiten an TK Bremen e Brest 

E miz Kerzu 2011 en oa al lestr-karg a vro Malte graet peñse war an aod en Erdeven. Kuitaet he doa ar vag porzh an Oriant daoust d'ar gorventenn  Joachim o tostaat hag aet oa e goude e donvor da Groe, a-raok ober peñse. Barnet eo ar c'homandant evit bezañ saotret ar mor pa n'eus ket taolet  evezh na doujet deus ar reolennoù surentez. Tost da 50 kevrenn keodedel a zo perzh. Lod 'zo bet digollet. Kevredigezhioù 'giz Robin des Bois pe  Vigipole, Breizh Vev, Kuzul Rannvro Breizh, pe c'hoazh Dour ha Sterioù Breizh. Brieuc ar Roc'h a zo da glevet abadenn-mañ, karget eo deus an  aferioù justiz evit ar gevredigezh Dour ha Sterioù Breizh.

Bodet e vo meur a vil maer ha maerez e pad daou zervezh e Brest

Aozet eo kendalc'h meur ar c'humunioù e sal ar C'houarz. Atalieroù vo kinniget d'ar vaered a-benn dezho bezañ stummet war hor bed a-vremañ... Bez 'vo kentelioù war al lezennoù da skouer.