Toutes les émissions

Keleier Noz

Du lundi au vendredi à 19H00.

Pascal Pavageau a gemero plas Jean-Claude Mailly
Pascal Pavageau a gemero plas Jean-Claude Mailly © Maxppp - Arnaud Journois

Les informations en langue bretonne Tudi Crequer

Diffusion du lundi 23 avril 2018 Durée : 11min

Komzet e oa bet ganeomp diwar-benn an eured evit an holl. Klasket hon oa gouzout ma oa laouen izili Fo da c'houzout ez ae kuit Jean-Claude Mailly deus e bost a sekretour meur. Roet e oa bet ar gomz ivez d'un dilennad deus ospital Brest aet skuizh gant an diouer a yalc'hadoù.

Eured evit an holl : "degemeret omp gwelloc'h bremañ"

Votet e oa bet al lezenn diwar-benn an Eured evit an holl zo pemp bloaz zo, d'an 23 a viz Ebrel 2013. Trouz n'oa graet al lezenn-se e Bro Frañs. Manifestadegoù meur a oa bet gant tud a-save a-enep ha gant lod all a save a-du gant al lezenn-se. Brav e oa an trec'h-mañ eme Fañch Vignault, prezidant ar gevredigezh "Divers genres". 

Pascal Pavageau : penn nevez FO

Dalc'het e vez ar sizhun mañ kongrez meur ar sindikad FO. Laosket e vo e garg gant Jean Claude Mailly. Abaoe 14 bloaz emañ e penn trede sindikad bro frañs. Ret e vo d'ar sekretour meur nevez bezañ pennek ha "derc'hel penn ouzh ar gouarnamant" eme Per-Vari Kerloc'h, ezel deus Force Ouvrière ha bet sekretour evit rann ar PTT e Penn ar Bed. 

Krennet e vez betek re ar yalc'hadoù evit an ospitalioù publik hervez ar CGT 

Galvet en oa ar CGT da vanifestiñ c'hoazh e Montroulez ha Brest. E penn a-raok ar vanifestadeg e Brest e oa labourerien ar servijoù evit an operasionoù. Goulennet e vo diganto labourat 10 eurvezh ouzh renk gant ar renerezh. Re zo re eme Gweltaz Desmousseaux, dilennad CGT er Gazeg Wenn.